Kêr dieub Danzig (alamaneg : Freie Stadt Danzig, poloneg : Wolne Miasto Gdańsk) a oa ur gêr lakaet dindan gwarez Kevredigezh ar Broadoù etre 1919 ha 1939.

Lec'hiadur Kêr dieub Dantzig
Banniel Kêr dieub Dantzig
Skoed ardamez Kêr dieub Dantzig

Orin kemmañ

Goude bezañ bet kêrbenn dugelezh Pommern e voe tapet Danzig gant ar Boloniz e 1295 ha goude-se e voe dindan ren Urzh ar Varc'heien Alaman e 1309. E 1350 e teuas da vezañ unan eus kêrioù Kevre Hansa. Lakaet e voe da gêr dieub e 1454 ha dieub e chomas betek 1793, pa voe staget ouzh Prusia. Lakaet e voe da gêr dieub en-dro da vare Napoleon, e 1807-1813/1815. E 1815 e voe roet da Brusia ha lakaet e voe da gêrbenn Prusia ar C'hornôg e 1878.

Bec'h etre Alamaned ha Poloniz kemmañ

Gant Feur-emglev Versailhez (1919) e voe tennet Danzig diouzh Alamagn, daoust ma ne save ket a-du an annezidi (96,4 % anezho a oa Alamaned). Lakaet e voe da gêr dieub hag e 1920 e voe lakaet dindan gwarez Kevredigezh ar Broadoù. Miret e voe un nebeud gwirioù a-fet armerzh gant Polonia. Da vare an Trede Reich e voe goulennet groñs gant pennoù Alamagn e vefe adroet d'ar Reich kement tiriad ennañ poblañsoù a-orin alaman.

Er bloavezhioù 1930 e voe savet bonreizh Danzig gant ar Gauleiter, diwar batrom hini an Trede Reich.

Daoust ma c'houlennas groñs pennoù-bras an Trede Reich ha ma rejont meur a ginnig (evel lakaat sevel ur gournhent hag un hent-houarn etre Brandenburg ha Prusia ar Reter dre Danzig[1]) ne voe kemm ebet betek tagadenn e arme e tremen Dantzig d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939.

Da vare an Trede Reich kemmañ

 
Soudarded an Trede Reich o tennañ ur banell bolonek war an harzoù etre Polonia ha Danzig, e-kichen Zoppot, d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939

E miz Gwengolo 1939 e voe aloubet tiriad kêr dieub Danzig gant arme an Trede Reich, goude bombezenniñ gwarnizon polonat Westerplatte. Gauleiter Danzig a embannas e oa bet staget Danzig ouzh ar Reich, ha kadarnaet e voe goude-se gant dileuridi ar Reichstag[1].

Goude ar brezel kemmañ

Da zibenn an Eil Brezel-bed e voe distrujet kêr gant an Arme Ruz. An annezidi a-orin alaman a voe lazhet pe skarzhet ha diwar urzh Stalin e voe roet Danzig da Bolonia.

Roll komiserien-uhel Kevredigezh ar Broadoù kemmañ

Tud brudet bet ganet e kêr dieub Danzig kemmañ

etre 1919 ha 1939

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 Seconde Guerre mondiale gant Pierre Vallaud, p 27 - 29

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Alamagn