Ar c'habiten Alatriste pe Diego Alatriste y Tenorio, hervez e anv gwir, zo ur soudard spagnol eus ar XVIIvet kantved, hag un haroz e romantoù ar skrivagner spagnolek Arturo Pérez-Reverte. Evel Alexandre Dumas gant d'Artagnan en deus kemeret ar romantour un ofiser un tamm divrud evit ober anezhañ un haroz romantel. Hervez a lenner ell levrioù e vije ganet e León war-dro 1582 ha marvet en emgann Rocroi e 1643 o stourm ouzh an arme c'hall.

Arkebuter eus ar XVIIvet kantved
Banniel Tercio Ambrosio Spinola war-dro 1621

Troet eo bet al levrioù e meur a yezh.

Buhez an haroz kemmañ

Da 13 vloaz e oa aet da dabouliner gant an arme spagnol goude kuzhat e oad. Kaset e oa bet gant e rejimant, Tercio Viejo Cartagena, da Flandrez. En arme e teuy da vout kabiten. Met e Madrid hag e Spagn e c'hoarvez an darvoudoù kontet el levrioù. Karantez, spierezh, emgannoù, tud brudet ar mare, ha gwerzennoù barzhed diouzh ar c'hiz a gaver ivez.

Ur soudard lemm e deod hag e gleze eo ar c'habiten, prest d'en em gannañ atav. Stourm a rank meur a wech ouzh an Inkizision. Mignon eo d'ar skrivagner Quevedo. Ha sot eo gant c'hoariva Lope de Vega.


Film kemmañ

Ur film zo bet savet diwar ar romantoù kentañ.


Ar romantoù kemmañ

  • El capitán Alatriste (1996).
  • Limpieza de sangre (1997).
  • El sol de Breda (1998).
  • El oro del rey (2000).
  • El caballero del jubón amarillo (2003).
  • Corsarios de Levante (2006).

Tri all a vije da zont:

  • El puente de los asesinos.
  • La venganza de Alquézar.
  • Misión en París.

Liammoù diavaez kemmañ