Kalann

kumun ar Mor-Bihan

Kalann a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan .

Kalann
Iliz katolik an Dreinded.
Iliz katolik an Dreinded.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Calan
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Arondisamant an Oriant
Kanton Kanton Gwidel
Kod kumun 56029
Kod post 56240
Maer
Amzer gefridi
Yann Guignen
2022-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 247 ann. (2020)[1]
Stankter 101 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 52′ 31″ Norzh
3° 19′ 19″ Kornôg
/ 47.875235, -3.322036
Uhelderioù kreiz-kêr : 100 m
bihanañ 57 m — brasañ 114 m
Gorread 12,29 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kalann
Antre ar vourc'h

Douaroniezh kemmañ

Anv kemmañ

Erwan Vallerie ː Cazlan, 1387; Cozlan, 1516

Gerdarzh kemmañ

  • An anv a c'hellfe dont eus ar gerioù brezhonek kad (emgann) ha lann (tachenn)[2].
  • Hervez Hervé Abalain e teufe diwar un anv den Catlon, ur sant diazezer ar barrez kentidik moarvat.

Ardamezioù kemmañ

Palefarzhet etre gul ha glazur; karget ar c'hlazur gant ur vrizhenn ginerminig en argant"

Istor kemmañ

Parrez katolik diskennet da drev kemmañ

  • Kalann a c'hellfe bout bet savet diwar ul lodenn eus pennbarrez Zinzag. Emichañs e voe krouet Kalann gant ur gumuniezh relijiel. Meneget e voe parrez Kalann e titloù kuzul-chalonied Eskopti Gwened e 1387 hag ur barrez e oa c'hoazh e 1422, war a seblant
    . A-raok 1516 e voe kollet hec'h emrenerezh ganti, ha sellet e veze outi evel un drev eus parrez Lanvodan[3].

Dispac'h Gall kemmañ

XIXvet kantved kemmañ

  • Pa voe adkempennet ar parrezioù e 1802 e chomas Kalann e parrez Lanvodan. Gant un ordrenañs roueel e teuas da vout ur barrez en-dro d'an 29 a viz Mezheven 1841; gwiriekaet e voe an disparti gant un dekred bet kemeret gant eskob Gwened[6].

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 34 gwaz abalamour d'ar brezel[7], da lavaret eo 4,37 % eus he foblañs e 1911.
  • E miz Mae 1915 e voe disklêriet Pierre Le Cren da brefed ar Mor-Bihan gant Louise Beller-Le Béhérec, ur skolaerez : Le Cren, ur zouav yaouank eus ar gumun, en dije eztaolet komzoù faezhegel p'edo distroet d'ar gêr da gaout ehan diglañvañ[8].

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Aljeria kemmañ

Brezhoneg kemmañ

  • Brezhoneg a weler ouzh monumant ar re varv hag ouzh ar maerdi, ha plakennoù straed divyezhek ivez.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Forn er vourc'h, XVvet kantved, nepell diouzh an iliz katolik.
  • Monumant ar re varv. E 1922 e voe echuet[10].

An iliz katolik kemmañ

  • Iliz katolik An Drinded-Santel, XI-XIIvet kantved (gant ul lodenn bet savet e penn-diwezhañ an Xvet kantved marteze...), adkempennet a-galz er XVvet kantved.

Armerzh kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

 
Ar maerdi nevez (2013), e savadur ar presbital kozh[11]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Eost 2022 → bremañ Yann Guiguen[12]
Meurzh 2014 Gouhere 2022 Pascal Le Doussal[13]
Meurzh 1983 Meurzh 2008 Serge Salvat
1790 1791 Marc Le Floch
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Bro Kêr Abaoe
  Kernev-Veur Eglosveryan 1993

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Daveoù ha notennoù kemmañ