Kan Etrebroadel al Labourerien

kanaouenn an tu-kleiz
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Kan Etrebroadel al Labourerien, pe Kanaouenn etrevroadel al labourerion, anavezet ivez evel Kan an Dispac'h[1], a zo ur ganaouenn anavezet evel an Internationale e galleg, savet gant Eugène Pottier e 1871.

Kan Etrebroadel al Labourerien
sonaozadur
Deiziad krouiñ1871 Kemmañ
Implijpolitical party song, kan broadel Kemmañ
Anvet diwarInternational Workingmen's Association Kemmañ
StadRussian Socialist Federative Soviet Republic, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Kumun Pariz, Chinese Soviet Republic Kemmañ
Danvez pennañKumun Pariz Kemmañ
Erlec'hiet gantState Anthem of the Soviet Union Kemmañ
Erlec'hiañ a raWorker's Marseillaise Kemmañ
Seurt oberennkanaouenn Kemmañ
Tachennrevolutionary song Kemmañ
AozerEugène Pottier Kemmañ
Troet gantRudolf Lavant, Neno Vasco Kemmañ
Lec'h embannBerlin Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg Kemmañ
Deiziad embann23 Gen 1918 Kemmañ
SonaozerPierre De Geyter Kemmañ
Testenn gantEugène Pottier Kemmañ
Embannet ePPS Workers' Songbook Kemmañ
Dezverket drehymn, anthem, Kanaouennoù-stourm, kanaouenn bropaganda Kemmañ
Ton an Internationale

Meur a stumm brezhonek zo anavezet, pemp anezho d'an nebeutañ[2]. Unan zo bet savet gant Charlez Rolland[3] hag embannet gant Camille Le Mercier d'Erm e-barzh La Bretagne libertaire, e 1921, unan all gant Marcel Hamon[4], kannad komunour goude an Eil Brezel-bed. Setu amañ unan all c'hoazh[5] :

War sav ! Va breudeur, ret eo sevel

Ar paour 'zo o tuiñ gant an naon

Ar skiant a lâr a vouezh uhel

'N em gannañ start, skeiñ hep tamm aon !

Skuizh omp aet, re bell omp bet deñved,

Mevelien gaezh, war sav, war sav !

Ur bed all gwelloc'h a vo savet

Lec'h ma vimp mestr hep bezañ sklav.

Sed an emgann diwezhañ

Holl war sav ha warc'hoazh

E kerzho unanet

Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Mestr bras ebet ne c'hell hor sikour

Na doue na priñs nag un all !

Yann Gouer, pesketaer ha micherour

Deuit war hol lerc'h da reiñ ar brall

Laeron vras, c'hwi 'vo lakaet izel,

Ni 'zesko d'an dud gwelout sklaer

Ha breman c'hwezhet tan hor c'hovel

War'n houarn tomm 'vo lopet taer.

Sed an emgann diwezhañ

Holl war sav ha warc'hoazh

E kerzho unanet

Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Ar stad hor gwask, al lezenn ivez

'N em wadañ 'rankomp 'vit netra

Hor poan daoust da betra e talvez ?

Da vevañ tud gant hon peadra !

Paromp holl, frankiz'zo da bep den

Ha ni 'vez mac'het gwashoc'h-gwazh

Mar karomp 'vint ket mestr da viken

Deut eo ar c'houlz cheñch penn d'ar vazh!

Sed an emgann diwezhañ

Holl war sav ha warc'hoazh

E kerzho unanet

Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Film kemmañ

En ur film eus 1938, graet gant Marcel Cachin, penn bras eus ar PCF, e weler tud o kanañ Sed an emgann diwezhañ e pont-an Abad[6]

Notennoù kemmañ

  1. Yann-Ber Piriou, e-barzh De Bretagne et d'ailleurs, Skol Vreizh, 2004, p. 154
  2. Yann-Ber Piriou, e-barzh De Bretagne et d'ailleurs, Skol Vreizh, 2004, p. 154
  3. L'Internationale en breton, el lec'hienn Follenn
  4. L'Internationale en breton, el lec'hienn Follenn
  5. War un ton stourm, Levrig kanaouennoù Breizhistance
  6. https://www.youtube.com/watch?v=P_DzCWkqxqM

Liammoù kemmañ