Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar savadur m'emañ ar c'hannadour o chom ennañ eo ar c'hannati (liester : kannatioù). Eus kannad+ti e teu ar ger.
Staliet e vez peurvuiañ en ur riez estren evit ma vo sevenet darempredoù ez-ofisiel gantañ. Un eskemm eo pa vez kustum staliet ar c'hannatioù en daou riez em memes mare dre ur feur-emglev diplomatek. Meur a savadur a c'hell bezañ implijet evit ar c'hannati : annez ar c'hannadour, sez ar gwazadurioù hag all hag e ra an termen dave d'an holl aozadur a zo anvet en ur doare hollekañ ar "gefridi diplomatek" ivez. E sezioù an ABU e vez kaoz eus kefridioù padus renet gant dileuridi padus.
Dre Feur-emglev Vienna (1961) war an darempredoù diplomatek eo bet kadarnaet gwirioù dibar a ya gant ar gannadourien, o c'hannatioù hag o wazadurioù. Ur statud eztiriadel a vez gant ar c'hannatioù ken ne c'hell ket dileuridi ha nerzhioù ar riez ostiz mont e-barzh o savadurioù nemet ma vefent pedet gant ar c'hannadour.

Roll ar c'hannati evel ur gefridi kemmañ

Kadarnaat darempredoù gant ar riez ostiz eo roll ar c'hannati ken e vez gwarezet mad ar vro ostizet hag hini e geodedourien o chom er vro ostiz. Ober hanterouriezh ha degas titouroù da bennoù e riez eo roll ar c'hannadour ivez. Koulskoude e vez reoliet roll ar gefridioù diplomatek gant al lezennoù etrebroadel termenet er feur-emglevioù diplomatek.
Dre ne c'hell ket al lezennoù lec'hel bezañ doujet outo dindan mogerioù ar c'hannati e c'hoarvez aliesik a-walc'h ma ya e-barzh repuidi ha tud heskinet. Kudennoù darempredoù a sav etre ar riezoù en degouezhioù-se ken e pad an afer un nebeut amzer a-raok ma vo kavet an diskoulm.


Aozadur ar c'hannati kemmañ

Ar c'hañsellerdi a vez graet eus lodenn ar gwazadurioù, an hini a ra war-dro ar an diplomatiezh hag ar bolitikerezh. Ar gwazadurioù all a vez rannet peurvuiañ e kevrennoù arbennig o tennañ d'an armerzh ha d'ar c'henwerzh, d'ar gwask, d'an aferioù publik ha d'an aferioù milourel. Enkorfet er gefridi diplomatek e vez ar c'honsuldi, renet gant ar c'hoñsul, evit ober war-dro melestradur an hiniennoù, pe annezidi deuet eus ar riez ostizet (stadoù personel) pe keodederien ar riez ostiz o klask mont d'ar riez ostizet (dereiñ ar vizaoù).

Kannatioù ha spierezh kemmañ

Ar c'hannatioù er Wikipedia kemmañ

Sell ivez kemmañ