Ur gannerez zo ur plac'h a gann an dilhad. Daou zoare zo da gompren ar ger kannañ amañ: pe ar plac'h a laka an dilhad gwenn-kann, pe an hini a sko war ar c'houez gant ur c'holvazh (gwalc'h/bazh).

Kannerezed e Mec'hiko war-dro 1900, poltredet gant William Henry Jackson.

E kouentoù dalc'het gant leanezed e veze kemeret dilhad lous a veze roet da gannañ da verc'hed fiziet enne hag a veze implijet a-wechoù tost evel sklavezed.

E Breizh kemmañ

 
Kannerez e Pontrev (Treger)

Gwechall e veze kannet dilhad gant ar merc'hed en ur poull-kannañ pe en ur wazh. Gweladennet e vez hiziv kanndioù Pontrev (n'int ket tier e gwirionez) ha lec'hioù all.

Mojenn kemmañ

Kannerezed-noz a veze gwelet en-dro d'ar poulloù haga c'halle beuziñ ar baotred a glaske merc'heta ouzh skleur al loar.

E kêr kemmañ

Labourat a rae ar merc'hed e kanndioù a oa gwir dier, ma veze tomm berv ha brevus al labour.

Liverezh kemmañ

Plijout a rae d'al livourien poltrediñ kannerezed: brudet eo re al livourien c'hall Jean Siméon Chardin (en XVIIIvet kantved) hag Edgar Degas (en XIXvet).

Pennadoù kar kemmañ

Sellit ouzh ar ger Kannerez er
wikeriadur, ar geriadur frank.