Kantrevoù Kerne-Veur

Kantrevoù Kernev-Veur (kerneveureg : Keverangow Kernow[1]) a oa pastelloù-bro, anvet hundreds e saozneg, hag a yae da sevel tiriad Kernev-Veur adalek war-dro 925 betek 1894, pa voe aozet distrigoù lec'hel.

Kantrevoù Kernev-Veur

Lod anvioù kantrevoù a echue gant al lostger -shire evel Pydarshire, East Wivelshire, West Wivelshire ha Powdershire hag a zo testeniekaet abaoe ar bloavezhioù 118487.
Kenster gant ar saozneg hundred hag ar c'hembraeg cantref eo ar ger kerneveurek keverang. Al liester keverangow a gaver en anvioù-lec'hioù evel "Meankeverango" (« Maen ar c'hantrevoù ») e 1580[2], "Assa Govranckowe" (1580) ha "Kyver Ankou" (c. 1720)[3]. An unander a gaver e "Buscaverran", er su da Egloskrewen[4]. Ar c'hantrev anvet Trigordh zo meneget er VIIvet kantved dindan an anv latin Pagus Tricurius, "Bro an Tri Lu" ha Triconcire war-dro ar bloaz 881.[5].

Istor kemmañ

War a greder e voe rannet Rouantelezh Wessex e kantrevoù etre ar bloavezhioù 924 ha 939, da vare ren ar roue Æthelstan ; e dornskrid ar Geld Inquest (1083) ne gaver nemet seizh kantrev e Kernev-Veur, hag an holl anezho anvet diwar manerioù : An Lysardh, Godhyan, Nanssans, Strasnedh, Tibesteu, Fawton ha Rillaton (a zo Penwyth, Keryer, Pedera, Pow Ereder, Trigordh, West Wivel hag East Wivel). Da vare an Domesday Book (1086), urzh diabarzh ar manerioù kerneveurat e Liber Exoniensis Exeter zo diazezet peurliesañ war ar c'hantrevoù m'emaint, petra bennak ma ne gaver meneg ebet eus anvioù an hundreds.

Dugelezh Kernev-Veur a oa perc'hennez war Kantrevoù Kernev-Veur, evel m'emañ hiziv c'hoazh, war-bouez Penwith hag a oa e dalc'h an tiegezh Arundell abaoe kreiz an XIIIvet kantved ; e 1813 e werzhas ar re Arundell o aotrouniezh d'an tiegezh Hawkins hag he gwerzhas d'o zro d'an tiegezh Paynter e 1832.
Kalz gwirioù a oa stag ouzh aotrouniezh Penwyth, en o zouez ar gwir da varn nostanted, torfedourien ha laeron, da c'hoprañ ur bac'her, da zastum feurmoù digant aotrouien ar manerioù pennañ, ha da azgoulenn ar brientoù roueel stag ouzh ar stêrioù, ar perzhier, ar mengleuzioù aour hag arc'hant, ouzh kement peñse, dishêradur, deodandum[6], teñzor kavet, emzivad, loen kantreer, perc'henadennoù kenkizet dre lezenn ha kement a c'hoarveze e diabarzh ar c'hantrev[7].

Orin anvioù ar c'hantrevoù kemmañ

Luziet eo orin anvioù ar c'hantrevoù kerneveurat.

  • "Penwyth" zo Pen an Wlas hep mar ebet, p'en e gaver en Anglo-Saxon Chronicle e-tal ar bloaz 997.
  • "Keryer" a vije Ker hyr "Kêr hir", ur c'hreñvlec'h anvet Castle Pencaire hiziv.
  • "Lysnowyth" zo "Lez nevez" aotrou ar maner.
  • "Pow Ereder" a vije "Paou Ereder", anv an aotrou.
  • "Pedera" zo diasur ; eus 'peder- marteze, da lavarout eo an niver 4 benel.
  • "Stradneth" a oa ur maner pouezus da vare an Domesday Book ; e 880 e oa meneget evel "Strætneat" e testamant Ælfrēd, roue Wessex ; emeur c'hoazh o klask orin an anv.
  • "Trigordh" zo bet displeget amañ dija.
  • "East Wivelshire" ha "West Wivelshire" zo bet kollet o anvioù kerneveurek ; Wivel a c'hellje bezañ anv un aotrou galloudus.

Kantrevoù 1841 kemmañ

Setu amañ an dek kantrev a oa e 1841, a-raok an adaozadur eta, eus ar Su d'an Norzh : Syllan, Penwyth, Keryer, Pedera, Pow Ereder, Trigorth, Fawy, Lysnowyth, Ryslegh ha Stradneth.

Levrlennadur kemmañ

  • (en) Waterhill, Craig & Everson, Michael : A Concise Dictionary of Cornish Place-Names, Evertype, 2009 (ISBN 978-1-904808-22-0)
  • (en) Padel, O. J. : Cornish Place-name Elements, English Place-name Society, 1985 (ISBN 978-0-904889-11-6)

Notennoù kemmañ

  1. (kw) (en) Gerlyver kernewek / Cornish dictionary. Kavet : 16 /10/2019. .
  2. "The Enys" bremañ, en hanternoz da Borth Legh hag a verk dibenn ar vevenn su etre kantrev Penwyth ha hini Keryer
  3. Ivez war ar vevenn etre Penwyth ha Keryer, e-kichen Skorya
  4. C'hoazh war ar vevenn etre Penwyth ha Keryer
  5. (en) Cornish Place Names. Kavet : 16/10/2019.
  6. Un traez prevez hag a oa bet pennabeg marv un den a veze kenkizet gant ar Gurunenn evit bezañ gwerzhet ha degas arc'hant d'an Iliz.
  7. (en) Arundell of Lanherne and Trerice. Kavet : 16/10/2019.