Evit an aradennad venezioù, gwelet Menezioù Kaokaz.

Ar C'haokaz (jorjieg : კავკასია ; rusianeg : Кавказ) zo ur rannvro douarbolitikel etre ar Mor Du ha Mor Kaspia, treuzet en e hed gant menezioù Kaokaz.

Kartenn bolitikel ar C'haokaz e 2008.

E Kaokaz ar Su emañ republikoù dizalc'h Azerbaidjan, Jorjia hag Armenia. E Kaokaz an Norzh ez eus Republikoù eus Rusia : Karatchay-Tcherkesia, Norzhosetia-Alania, Kabardino-Balkaria, Ingouchetia, Tchetchenia, Dagestan, Adigea, ha daou grai : krai Krasnodar ha krai Stavropol.