Karel Čapek (9 a viz Genver 189025 a viz Kerzu 1938) zo ur skrivagner tchek, unan eus ar re vrudetañ en XXvet kantved. Eñ (pe e vreur Josef Čapek) eo a c'hovelias ar ger robot implijet evit ar wech kentañ en e levr skiant-faltazi R. U. R. - Rossumovi Univerzální Roboti.

Karel Čapek

Ganet e voe e Malé Svatoňovice, en un amzer ma oa Tchekia e dalc'h Impalaeriezh Aostria. Goude ar skol eil derez e reas studioù istor, e Prag da gentañ hag e Berlin ha Pariz goude-se.

Dre ma oa klañvidik ne voe ket kaset d'an arme e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Goude ar brezel e labouras evel kazetenner ha ren a reas c'hoariva Prag e deroù ar bloavezhioù 1920. Mervel a reas, gant un danijenn skevent, nebeut amzer a-raok aloubidigezh Tchekia gant an Alamaned da-heul Emglevioù München. Daoust dezhañ bezañ marv e voe gwelet evel un enebour gant an Nazied, dre ma oa ur skrivagner brudet e vennozhioù a-enep an hollveliouriezh ha dre ma oa mignon da brezidant kentañ Tchekoslovakia Tomáš Garrigue Masaryk. Kaset e voe e vreur Josef da gamp Bergen-Belsen ha mervel a reas eno.

Obres kemmañ

  • R.U.R. - Rossumovi Univerzální Roboti (1920)
  • Ze života hmyzu (Buhez an amprevaned, 1921, gant e vreur Josef)
  • Továrna na Absolutno (1922)
  • Věc Makropulos (An afer Makropulos, 1922)
  • Krakatit (1924)
  • Povídky z jedné kapsy (Kontadennoù ur c'hodell, 1929)
  • Hordubal (1933)
  • Povětroň (1934)
  • Obyčejný život (1934)
  • Válka s mloky (1936)
  • Bílá nemoc (Ar vosenn wenn, 1937)
  • Matka (Ar vamm, 1938)
  • Hovory s T.G.Masarykem (Divizoù gant T.G.Masaryk, 1928-35).

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.