Karl Friedrich May (Hohenstein-Ernstthal (Rouantelezh Saks), 25 a viz C'hwevrer 1842Radebeul (Saks, Impalaeriezh alaman), 30 a viz Meurzh 1912) a oa ur skrivagner alaman, brudet e skridoù, enno istorioù a c'hoarvez e broioù pell alies. Betek an deiz hiziv ez eo unan eus ar skrivagnerien alaman a vez lennet ar muiañ. Kalz eus an tudennoù krouet gantañ evit e levrioù, evel Winnetou, Old Shatterhand pe Kara Ben Nemsi, zo anavezet gant an Alamaned c'hoazh, hag a-renk e vez lakaet gant Jules Verne hag an Italian Emilio Salgari.

Karl May e 1907
Winnetou

Kontañ a ra en e levrioù troioù-kaer a c'hoarvez er Far West, hag ivez er Reter-Pellañ, er Reter-Nesañ, e Sina, e Suamerika hag evel-just en Alamagn. Skrivet en deus ivez barzhonegoù ha pezhioù sonerezh - hag ur soner barrek e oa ivez, gant meur a venveg.

Kalz eus e oberennoù o deus talvezet da sevel filmoù, pezhioù-c'hoari, abadennoù radio, bannoù-treset. Gant e faltazi divent e oa barrek da empentiñ al lec'hioù pell deskrivet gantañ en e levrioù, hep mont di. N'eo nemet pa voe kozh ma krogas da veajiñ. Mont a reas da Norzhamerika e 1908, ha bras e kavas ar c'hemm etre ar pezh a welas hag ar pezh en doa empentet en e levrioù. E dibenn e vuhez e paouezas May da gontañ troioù-kaer hag en em lakaat a reas da skrivañ romantoù gant danvez relijiel ha peoc'hgarour.

Anvet eo bet an asteroidenn 15728 Karlmay en enor dezhañ[1].

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.