Kassiopeia (Κασσιόπεια e gregach, latinekaet e Cassiopeia) pe Kassiope (henc'hresianeg : Κασσιόπη, Kassiope, latinekaet e Cassiope), gwreg Kefeüs, a oa rouanez Aithiopia e mojennoù Hellaz kozh, ha mamm Andromeda.

Ur vaouez kenedek ha lorc'hus e oa. Fougeal a rae ne oa ket kaeroc'h plac'hed egeti hag he merc'h Andromeda, kaeroc'h zoken eget an Nereidezed, merc'hed an doue Nereüs. Kement-se a sachas war rouantelezh Aithiopia kounnar an doue Poseidon, doue ar mor.

Mojenn kemmañ

War-lerc'h he marv e voe lakaet e-touez ar steredegi.