Kastell Chillon zo ur c'hastell e Veytaux e-kichen Montreux war lez penn reterañ lenn Geneva, e kanton Vaud e Suis.

Ar c'hastell gwelet eus tu ar c'hreisteiz
Ar c'hastell gwelet eus hanternoz, menezioù an Dents du Midi en diadreñv
Anv George Byron ouzh ur voger en tour-kreiz

War an hir ez eo bet savet ar c'hastelll : 110 m hirder zo dezhañ ha 50 m ledander ; un tour-kreiz 25 m zo ennañ. Perc'hennet eo bet gant Tiegezh Savoia, ha gant kanton Bern adalek 1536 betek 1798. Kanton Vaud zo perc'henn warnañ hiziv.

Da gentañ e oa kant savadur distag anezhañ, hag a zo bet liammet kenetreze tamm-ha-tamm.

Lennegezh kemmañ

Brudet eo bet gant ar barzh saoz George Byron, a skrivas e varzhoneg The Prisoner Of Chillog ur (1816) diwar-benn François Bonivard (1493-1570), ur beleg hag a oa un istorour hag ur politiker bet kraouiet eno etre 1530 ha 1536 ; Byron en devoa skrivet e anv ivez war ur peul en tour-kreiz, ur skouer hag a zo bet heuliet gant vandaled all.

Kaoz zo eus ar c'hastell er romant Daisy Miller gant Henry James e 1878.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.