Katana a reer e japaneg eus ar sabrennoù brudetañ eus Japan a veze implijet gant ar samouraied da vare krennamzer ar vro.
Evel en Europa, kaout ar gwir da zougen ur c'hatana a oa un dreist-gwir na veze roet nemet d'ar samouraied.

Ur samourai hobregonet, gant e gatana (c. 1860)

Doareoù sevel kemmañ

Meur a zoare katana zo bet hervez ar mare.

  • Jōkotō : sabrennoù kozh, betek tro 900
  • Kotō : sabrennoù kozh etre 900 ha 1596
  • Shintō : sabrennoù arnevez, 1596–1780
  • Shinshintō : sabrennoù arnevesaet, 1781–1876
  • Gendaitō : sabrennoù arnevesaet, 1876–1945
  • Shinsakutō : sabrennoù a-vremañ, 1953–bremañ)

Adsav Meiji kemmañ

A-hed mare Adsav Meiji (18681912) e voe lamet tamm-ha-tamm o dreistgwirioù digant renkad ar samouraied, en o zouez an hini da zougen armoù evel ar c'hatana.