Stad Katanga a voe ur Stad verrbad a badas eus 1960 da 1963, pa disrannas Katanga diouzh republik Kongo.

Kartenn Kongo da vare enkadenn 1960-1961, Katanga e gwer
Banniel Katanga

Kerkent hag embannet dizalc'hiezh Kongo d'an 30 a viz Even 1960 e tarzhas frapadoù feulster er vro a-bezh. Belgia, trevadennet Kongo ganti betek-henn, a zivizas kas soudarded di a-benn gwareziñ an Europiz chomet eno. O welet kement-se e kredas d'ar boblañs e oa un doare d'an drevadennerien da adtapout ar galloud ha gwallgaset e voe an Europiz, dreist-holl e Léopoldville. Diwar-se e tivroas an estrenien, ha gante ul lodenn vras eus ar c'hevalaoù estren. Gouarnamant Léopoldville a glaskas un diskoulm d'an enkadenn armerzhel-se o tapout an arc'hant pourvezet gant embregerezhioù Katanga (pinvidik a-drugarez da mengleuzioù kouevr ar rannvro), ar pezh ne oa ket ar re-se evit asantiñ. Embregerezhioù ar proviñs a yeas neuze a-du gant ar CONAKAT renet gant Moïse Tshombe ha goulenn e tigevredfe Katanga diouzh Kongo.

D'an 11 a viz Gouere 1960 e voe embannet dizalc'hiezh Katanga gant Tshombe. Goulenn a reas skoazell digant Belgia hag a gasas soudarded di, dreist-holl evit sikour an embregerezhioù belgian ha kenderc'hel da dennañ splet diouzh pinvidigezhioù mengleuziek ar rannvro. Krouet e voe ur banniel ha kognet moneiz gant ar Stad nevez met ne voe ket anavezet gant Aozadur ar Broadoù Unanet.

E fin 1961 e voe argadet arme Tshombe gant arme Kongo sikouret gant an ABU hag e miz Kerzu 1962 e voe tapet Élisabethville gant an ABU. Rediet e voe Tshombe da dec'hel kuit ha kavout repu e Kolwezi. Kodianañ a reas Tshombe d'an 11 a viz Genver 1963.