Ar Gaturiged (Caturiges e latin), diwar ar gerioù keltiek, kad ha ri (a gaver ivez e brezhoneg), da lavarout eo rouaned an emgann, a oa ur bobl geltiek en Alpoù Galia, e saonenn ar stêr Durance.

Kartenn ma weler pelec'h edo ar pobloù keltiek o chom en Alpoù ar C'hreisteiz .

En Eburodunum e oa o c'hêr-benn, e-lec'h m'emañ hiriv kêr Embrun. Hervez Venceslas Kruta e oant klianted hag amezeien d'ar Voconces.

Mesket e oant gant Ligured, degouezhet er vro en o raok. Laosket o deus lec'hanvioù keltiek war o lerc'h (Durance da skouer) hag un toullad binvioù a c'haller gwelout e mirdioù an tolead.

Meneget eo o anv gant Julius Caesar en De Bello Gallico, e levr diwar-benn brezel Galia, ha gant Strabon.

Pennadoù kar kemmañ