Kefalos (Κέφαλος e gregach, a dalv "penn") a oa mab da z-Deioneüs (pe Deion), roue Fokis, ha Diomede. Sot e oa gant ar chase. Dimezet e oa da Brokris, ur verc'h da Erec'htheüs, roue Aten.

Kefalos hag Eos, livet gant Nicolas Poussin (war-dro 1630).

Arabat eo meskañ gant Kefalos mab Hermes, nebeutoc'h anavezet.

Buhez kemmañ

 
Eos o kas Kefalos ganti, 470-460 kent JK. Tor ul lekitos atikat dremmoù ruz. Mirdi hendraouriezh Madrid.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Eos, doueez ar gouloù-deiz, a skrapas Kefalos, un deiz p'edo ar paotr o hemolc'hiñ. En em garout a rejont, ur mab a voe ganet, hag anvet Faethon (netra da welout gant Faethon, mab Helios. Skridoù zo a ra anv eus bugale Kefalos hag Eos, anvet Tithonos hag Hesperos.

Goude eizh vloaz e fellas da Gefalos distreiñ gant e wreg Prokris, ma voe taolet ur mallozh gant Eos warne. Hag an doueez da lavarout ne oa ket manet feal ar wreg keit-se moarvat.

Mojenn Prokris kemmañ

Distro d'ar gêr, setu Kefalos sot adarre gant an abadennoù hemolc'h. Evit gouzout pegen feal e oa e wreg, pe e oa bet, e tistroas eus e chaseadenn gant dilhad all hag e klaskas hoalañ anezhi. Ha Prokris da dec'hel d'ar c'hoadoù da hemolc'hiñ gant an doueez Artemis.
Pa zistroas-hi d'ar gêr e oa daou brof ganti, bet digant an doueez : ur goaf hud ha ne c'hwite kammed war e bal, hag ur c'hi ken burzhudus all, anvet Lailaps, ha ne c'hwite ket war e breizh. Ar c'hi a yeas da goll un deiz war-lerc'h louarn Teumes, hag an daou loen a voe troet e mein. Chom a rae ar goaf.
Bepred e oa ken sot Kefalos gant ar chase, ha tapout a rae ar goaf bemdez, ken e oa savet gwarizi e Prokris a gave dezhi ez ae da verc'heta.
Un deiz ma oa an hemolc'her o tiskuizhañ ouzh ur wezenn, tapet tomm gantañ, edo o kanañ ur sonennig d'an avel Aura. Klevet e voe gant un tremeniad hag a soñje dezhañ e oa oc'h ober al lez d'ur chevrenn. Pa glevas Prokris ar c'heloù ez eas da eveshaat he fried. Pa oa Kefalos o kanañ e kavas dezhi edo adarre gant e gamaradez kozh, an doueez Eos. Ha hi d'ober ur fiñv. Hag ar chaseer, pa glevas an trouz, da grediñ e oa ul loen o tont, ha da skeiñ e c'hoaf ha ne c'hwite gwech ebet. Ha treuzet Prokris gant an arm. Mervel a reas etre e zivvrec'h, o lavarout dezhañ: Arabat dimeziñ da Eos.

Ken glac'haret e oa Kefalos kaezh ma kemeras penn an hent d'an harlu.

Goude marv e bried kemmañ

Addimeziñ a reas Kefalos d'ur verc'h da Minyas, anvet Klymene. Ur mab o doe, anvet Arkeisios, a renas war lerc'h e dad, hag a vefe bet tad da Laertes, a oa tad Odysseüs.

Hervez un doare all eus ar vojenn en dije bet pevar mab hag a savas peder c'heoded : Sami, Krani, Pali, Pronnoi, hag a voe peder stad Kefallenia.

Bepred e soñje Kefalos e Prokris avat, ma en em lazhas o lammat er mor eus kab Leukas.

Menegoù en oberennoù kemmañ

Lennegezh kemmañ

Meneg eus Kefalos ha Prokis a gaver div wech gant Ovidius:

Adkontet eo ar vojenn e Cephalus and Procris; Narcissus, ur varzhoneg e 1595 diwar zorn Thomas Edwards.

Meneg anezho ivez zo e pezh Shakespeare, Midsummer Night's Dream (V, i), er gaoz etre Pyramus ha Thisbe ez eus anv eus "Shafalus" ha "Procrus."

C'hoariganoù kemmañ

Harlu kemmañ

Tud anvet Kefalos en Istor kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Cephalus and Procris; Narcissus, barzhoneg gant Thomas Edwards e 1595.
  • E Midsummer Night's Dream (Act V, scene i), ez eus anv eus "Shafalus" ha "Procrus" gant Pyramus ha Thisbe.
  • "The Attic boy" e-barzh Il Penseroso gant Milton zo ivez un damveneg eus mojenn Kefalos[2].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology [1] by William Smith
  2. P. Harvey, Oxford Companion to Classical Literature, 1937, s.v. "Cephalus," p. 96.