Ar gened pe ar gaerded, zo ur meizad, difetis eta, hag ur perzh hag a vez anavezet d'an traoù ha d'an dud, hag a vez gwelet pe glevet gant an dud all, hag a ro plijadur dezho peurvuiañ. Hervez Tomaz Aquino eo ar pezh a ra plijadur d'ar gweled hepken (quae visa placet). Gallout a ra ar blijadur-se dont ivez koulskoude eus ar stumm, ar fiñv, an ton.
Studiet e vez ar gened e meur a ziskibliezh, er brederouriezh evel en arz, er bredoniezh, pe er gevredoniezh.
Gallout a ra meizad ar gened kemmañ hervez ar broioù hag an amzerioù, evel ma weler en oberennoù arzel, el liverezh dreist-holl, met ivez hervez an dud. Daou zen ne gavint ket ken kaer ar memes tra. Hervez David Hume: « Ar gened n'eo ket ur perzh d'an traoù anezho o-unan, n'eus anezhi nemet e spered an hini a sell outi, ha pep den a wel ur gened disheñvel. » Koulskoude e vez emglev dre vras etre an holl dud war an traoù a gened.»

Kened Nefertiti.
Kened ar c'horf: David, gant Michelangelo.
Narkissos, hervez Caravaggio, 1594-1596
Gwener, patrom ar gened e sevenadur Europa.

Ar gened er mojennoù kemmañ

Kened ha relijion kemmañ

Ar gened zo ur c'haer a brof digant Doue, da-lavaras sant Aogustin Hippo (354-430), met arabat d'an dud vat soñjal eo ur mad bras, rak Doue he ro ivez d'an dud fall.

Kened ar maouezed kemmañ

Kened ar maouezed eo marteze ar pezh a sach selloù ar wazed an aliesañ, ha hini an arzourien ha livourien a dra sur. Peurvuiañ e vez c'hoar kened ar c'horf d'ar yaouankiz. Kemmañ a ra meizad ar gened hervez an dud, koulskoude e vez atav kreñv pouez gizioù an amzer, aozet gant ar varc'hadourien.

Kened an dremmen kemmañ

Kened ar c'horfoù noazh kemmañ

Kened diabarzh kemmañ

Peurvuiañ e komzer eus kened diabarzh da ober anv eus un dra pe un den ha n'eo ket splann e gened.

Vilded kemmañ

Ar vilded eo an anv kontrol d'ar gened. Evel ar gened eo ur meizad a gemm hervez an amzer hag an dud.

Lennegezh kemmañ

  • A thing of beauty is a joy for ever (Un dra a gened zo levenez da viken). John Keats.

Traoù kaer kemmañ

Gant bed ar c'hiz e vez kinniget d'an dud gwiskañ dilhad kaer, ha bravigoù (pe braverioù). Dre ar bruderezh e vez lakaet dindan selloù an holl ur skeudenn eus ar gened liammet ouzh ar binvidigezh hag an arc'hant.

Kened ar maezioù kemmañ

Plant ha gwez a ra kened ar maezioù, aet war zivalavaat gant diskar ar c'hleuzioù hag ar gwez. Kentañ tra a ra ar saverien tiez a-raok skarzhañ an douar labour eus ar parkeier eo diskar ar gwez en-dro d'ar c'hêrioù.

Kened an natur kemmañ

Kened an disavouriezh kemmañ

Kenstrivadegoù kened kemmañ

 
Kenstrivadeg miss Earth 2006

Deuet eo ar c'hiz da aozañ kenstrivadegoù kened evit ar merc'hed dreist-holl, en holl, vroioù, hag e Breizh evel e lec'h all. Kevezerezh zoken a vez etre aozerien an holl genstrivadegoù-se: Miss Universe, Miss World, Miss International, Miss Earth. En degouezhioù-se emañ beli an arc'hant war ar gened .

Gwelet ivez kemmañ