Ur c'hengereg zo un elfenn optek implijet evit luc'hterriñ ar gouloù, disteurel anezhi pe da zispartiañ anezhi en he elfennoù diazez (skinoù disheñvel ar ganevedenn evit ar gouloù gwenn). Da gustum e vez ur c'hengereg eeun gant ur sichenn dric'hornek, gret gant un danvez boull : gwer, pleksiglas, peurgetket.

Tri c'hengereg disheñvel
Dielefennadur ar gouloù gwenn a-dreuz ur c'hengereg

E sell an optik geometrek, ur c'hengereg a zo ur strollad daou zioptr plaen, nann-kentstur.

Pa tremen ar goulou eus an aer d'ar gwer, da skouer, ez eo refratet. Pa teu er maez dre an tall all, e vez refraktet c'hoazh ar goulou. Ar skin pe ar ban incident a vez dihentet. Hogen, n'o deus ket ar memes feur refratiñ an holl hirderioù gwagenn. En doare-mañ, ur ban goulou gwenn a vez dispartiet en e gompozadoù: ar glas a vez dihentet muioc'h eget ar melen, hemañ dihentet muioc'h eget ar ruz (sellet ouzh ar skeudenn 1). Er c'hondisionoù-se e c'hell ur c'hengereg bezañ implijet evit analizañ ur skinadur gwelus liesliv, anvet e vez an doare-se da studiañ ar c'hompozadoù dre dispartiañ ar banoù goulou ar spektroskopiezh.

Ur frapadig istor kemmañ

A-raok Isaac Newton e soñje an dud e ouzhpenne ar c'hengereg livioù d'ar ban goulou gwenn. Newton a lakaas neuze un eil prism en doare ma ne vefe tizhet nemet gant ul liv. Dizoleiñ a reas neuze ne gemme ket al liv ha e klozas e c'helle ar c'hengereg dispartiañ al livioù. Implij a reas goude un eil gengereg hag e teuas a-benn da adsevel ur ban goulou gwenn adalek ar ganevedenn savet a ziwar ar c'hengereg kentañ: Diskouezet e devoa ne oa ket al livioù un disoc'h eus obererezh ar c'hengereg war ar goulou gwenn, met ar goulou gwenn an hini eo a oa savet gant meur a liv.

hiriv an deiz e komzer eus kedrannioù ul liv hag eus spektr goulou. Spektr goulou an heol a zo ur spekt kendalc'hus, padal spetr ar skignadennoù atomek (gouleier merkur ha sodiom da skouer) o deus barennoù o klotañ gant hirderioù gwagenn resis. Ar c'hoarvoudenn-se he deus lakaet Niels Bohr da ijinañ kementadur energiezh an atomoù, fizik nevez anavezet dindan an anv a fizik kantik.

Liammoù diavaez kemmañ