Kentañ Levr ar Rouaned

Kentañ Levr ar Rouaned zo unan eus levrioù ar Bibl, e-touez Levrioù ar Brofeded er Bibl hebraek, e-touez al levrioù istorel evit ar gatoliked. Gant Eil Levr ar Rouaned ez ae d'ober un hollad, Levr ar Rouaned, a voe rannet da-goulz Bibl an Dek ha Tri-Ugent.

En daou Levr ar Rouaned eo kontet istor Israel abaoe emsavadeg Adonias (Adonija), pevare mab ar roue David (war-dro 1015 kent JK) betek ma voe bac'het pobl Yehouda[1] (war-dro 586 kent JK).

  • Da ziwall : er Vulgat e vez kontet Kentañ Levr Shmouel hag Eil Levr Shmouel e-giz Kentañ Levr ar Rouaned hag Eil Levr ar Rouaned. Dre se, an daou levr meneget amañ a zo er Vulgat trede ha pevare levr ar Rouaned.

Notennoù kemmañ

  1. Troidigezh An Tour-Tan