Kentañ brezel karib

Ar C'hentañ brezel karib (1769-1773) zo un dalc'h-brezel entre Indianed karib Enez Sant Visant (hiriv e Sant Visant hag an Inizi Granadinas) hag an Impalaeriezh vreizhveuriat hag a c'hoarvezas da vare an trevadenniñ breizhveuriat er Mor Karib. E penn an armeig karib e oa ar morian Joseph Chatoyer. Ar Garibed a zalc'he kreiz an enez, ma oa an douaroù gwellañ, ha ne felle ket dezho gwerzhañ douar d'ar Saozon. Ar re-se a savas konnar enne hag a gasas un arme e 1772 en sell da gas an holl Garibed kuit eus an enez. Met ar Saozon n'anavezent ket an enez hag en em zifenn mat a reas ar Garibed er menez, ouzhpenn enebiezh e Londrez ouzh an taol-brezel-se a lakaas an abadenn da bouez. Peoc'h a voe sinet e 1773 ha lakaet e voe harzoù etre an douaroù karib hag ar re saoz.

Sinañ ar feur-emglev etre Karibed Du ha Breizhveuriz e Sant Visant en 1773 (1910)
Joseph Chatoyer, a oa e penn ar Garibed Du e Sant Visant, en ur skeudenn eus 1801
Kartenn eus Enez Sant Visant goude ar c'hentaén brezel karib.

Heuliadoù kemmañ

Goude 1779 e voe adkemeret an enez gant ar C'hallaoued, met gant Feur-emglev Pariz (1783) ez eas en-dro etre daouarn ar Saozon.

Da-heul e c'hoarvezas an Eil brezel karib entre Karibed (hag o harperien c'hall) hag ar Saozon.

Pennad kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

  • Marshall, Bernard. «The Black Caribs — Native Resistance to British Penetration Into the Windward Side of St. Vincent 1763-1773». Caribbean Quarterly, Vol. 19, Number 4, desembre 1973. JSTOR: 23050239.