Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1955

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1955
Kampion ar vlenierien: Juan Manuel Fangio
A-raok: 1954 War-lerc'h: 1956

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1955 a zo bet gounezet gant ar blenier arc'hantinat Juan Manuel Fangio gant ur Mercedes.

Juan Manuel Fangio e 1986

Reolennoù sportel kemmañ

  • Ar pemp disoc'h gwellañ a zo ar re nemetañ miret.
  • Roet e vez ar poentoù hervez ar feurbriz 8, 6, 4, 3 ha 2 boent gant 1 poent evit an hini a ra an dro wellañ.
  • Meur a vlenierien a c'hall kemer ur memes karr. Divizet eo ar poentoù neuze etrezo e daou lod, hep sellout ouzh an niverenn a droioùn.

Reolennoù teknikel kemmañ

  • Kefluskerioù aerwask : 2500 km³
  • Kefluskerioù turbo : 750 km³

Lodegidi kemmañ

O vestroniañ ar re all abaoe ur vloaz, ar Mercedes a zo gortozet e penn ar redadegoù c'hoazh. Dibabet en deus ar skipailh lakaat Stirling Moss da redek gant Juan Manuel Fangio.

Evit redek ouzh Mercedes ez eus tri skipailh italian mui-pe-vui yac'h :

Roll ar skipailhoù hag ar vlenierien (nemet Indianapolis) en deus redet e-barzh kevezadeg 1955 ar Formulenn 1 graet gant ar FIA.

Skipailh Saver kirri Kastell-karr Keflusker Bandennoù-rod Blenierien Redadegoù
  Daimler-Benz Mercedes W196 Mercedes M196 2.5 L8 Continental   Juan Manuel Fangio 1-2, 4-7
  Karl Kling 1, 4-7
  Stirling Moss 1-2, 4-7
  Hans Herrmann 1
  André Simon 2
  Piero Taruffi 6-7
  Scuderia Ferrari Ferrari
Lancia
625
555
D50
Ferrari 555 2.5 L4
Lancia DS50 2.5 V8
E   Giuseppe Farina 1-2, 4, 7
  Umberto Maglioli 1, 7
  José Froilán González 1
  Maurice Trintignant 1-2, 4-7
  Harry Schell 2
  Piero Taruffi 2
  Paul Frère 2, 4
  Mike Hawthorn 5-7
  Eugenio Castellotti 5-7
  Luigi Villoresi 7
  Officine Alfieri Maserati Maserati 250F Maserati 250F1 2.5 L6 P   Jean Behra 1-2, 4-7
  Roberto Mieres 1-2, 4-7
  Sergio Mantovani 1
  Luigi Musso 1-2, 4-7
  Carlos Menditeguy 1, 7
  Clemar Bucci 1
  Harry Schell 1
  Cesare Perdisa 2, 4
  André Simon 6
  Peter Collins 7
  Horace Gould 7
  Alberto Uria Maserati A6GCM Maserati 250F1 2.5 L6 P   Alberto Uria 1
  Scuderia Lancia Lancia D50 Lancia DS50 2.5 V8 P   Alberto Ascari 1-2
  Luigi Villoresi 1-2
  Eugenio Castellotti 1-2, 4
  Louis Chiron 2
  Équipe Gordini Gordini T16 Gordini 23 2.5 L6 E   Élie Bayol 1-2
  Pablo Birger 1
  Jesús Iglesias 1
  Robert Manzon 2, 5-6
  Jacques Pollet 2, 5, 7
  Hermano da Silva Ramos 5-7
  Mike Sparken 6
  Jean Lucas 7
  Écurie Rosier Maserati 250F Maserati 250F1 2.5 L6 P   Louis Rosier 2, 4-5
  Vandervell Products Ltd Vanwall VW 55 Vanwall 254 2.5 L4 P   Mike Hawthorn 2, 4
  Ken Wharton 6-7
  Harry Schell 6-7
  Stirling Moss Ltd Maserati 250F Maserati 250F1 2.5 L6 D   Lance Macklin 2, 6
  Johnny Claes 4
  Peter Walker 5
  John Fitch 7
  Ted Whiteaway HWM 53 Alta GP 2.5 L4 D   Ted Whiteaway 2
  Écurie nationale belge Ferrari 625
500
Ferrari 625 2.5 L4 E   Johnny Claes 5
  Gould's Garage Maserati 250F Maserati 250F1 2.5 L6 D   Horace Gould 5-6
  Connaught Engineering Connaught B Alta GP 2.5 L4 D   Kenneth McAlpine 6
  Jack Fairman 6
  Rob Walker Racing Team Connaught B Alta GP 2.5 L4 D   Tony Rolt 6
  Peter Walker 6
  Leslie Marr Connaught B Alta GP 2.5 L4 D   Leslie Marr 6
  Cooper Car Company Cooper T40 Bristol BS1 2.0 L6 D   Jack Brabham 6
  Owen Racing Organisation Maserati 250F Maserati 250F1 2.5 L6 D   Peter Collins 6
  Gilby Engineering Maserati 250F Maserati 250F1 2.5 L6 D   Roy Salvadori 6
  Scuderia Volpini Arzani-Volpini F1 Maserati 4CLT 2.5 L4 P   Luigi Piotti 7

Diverradenn kevezadeg 1955 kemmañ

En Arc'hantina e c'hounez Fangio Priz Bras kentañ ar bloavezh, er gêr, dindan un tommder spontus awalc'h. War un troiad tomm-tre e tiskouez Fangio e galiteoù sportel, pa en em pebeil ar re all war ar memes kirri evel ur redadeg Andur ne implij Fangio nemet ur c'harr e-pad 375 kilometroù ar redadeg.

Pevar miz goude e kendalc'h ar gevezadeg e Monaco a zistro e-barzh kevezadeg ar Formulenn 1 evit ur redadeg a chom en istor betek bremañ. Harz a ra ar Lanciaoù ouzh ar Mercedesoù a dorr, o lakaat Fangio ha Moss da zilezel. N'hallan ket avat Ascari bezañ laouenn pelloc'h peogwir e koll kontroll e garr (marteze war ur boullenn eoul lezet gant Stirling Moss) er-maez an hent-riboul, o splujañ e-barzh ar mor. Sikouret eo bet ha kaset d'an ospital pa c'hounez Maurice Trintignant ar redadeg war e Ferrari, o kemer penn ar gevezadeg. Ur burzhud eo evit Ascari a ya er-maez eus e goronk gant traoma ar c'hlopenn hepken. Koulskoude e vez desket pevar deiz goude eo bet marvet Ascari e Monza o esaeañ ur Ferrari sport'.

Marvet eo bet ivez Bill Vukovich e-pad an Indianapolis 500, trec'hour an div abadenn diaraog. Adkemer a ra ar redadeg e wirioù e Spa-Francorchamps, gant daou Mercedes er penn : Fangio dirak Moss o adkemer penn ar gevezadeg.

Mercedes a ra un doubl nevez en Izelvroioù gant un aergelc'h pounner : ur sizhun a-raok, e-pad 24 eurvezh ar Mañs, Mercedes Pierre Levegh en deus lazhet meur a 80 den o skeiñ ar c'hleuz a zisparti ar roudenn hag an dribunoù. An darvoudoù-se a laka Mercedes-Benz da soñjal diwar dazont ar saver kirri e redadegoù kirri. N'eo ket mat gant an arc'hant Lancia ivez, ha gant marv Ascari eo bet dibabet paouez gant ar Formulenn 1 goude ur bloaz hepken, en ur kas al Lancia D50 d'ar mirdi. Pa ra Villoresi, merket gant marv e vignon Ascari, un troc'h, Eugenio Castellotti a ya da Ferrari, e-lec'h ma adkav Hawthorn, distroet goude ur mareig gant Vanwall.

E Aintree e c'hounez c'hoazh Mercedes gant pevar karr er penn, Moss dirak Fangio, a c'hounez an titl gant ar plas-se.

Echu eo ar gevezadeg en Italia, e Monza e-lec'h maz eo bet redet an D50 gant Ferrari, peogwir e oa bet roet ar kirri-se d'ar Scuderia Ferrari gant Lancia, ar pezh a zo un neventi vat d'ar Scuderia goude ur bloavezh diaes-tre. Ar redadeg diwezhañ a zo bet lipet gant Fangio, ar pezh a oa trec'h diwezhañ Mercedes e F1 a-raok hini Nico Rosberg e 2012. Merket gant gwallzarvoud bras Ar Mañs e ya kuit ar saezhoù arc'hantek eus ar redadegoù kirri.

Prizioù Bras ar bloavezh 1955 kemmañ

Da gentañ rakwelet gant unnek redadeg (dek priz Bras hag an Indianapolis 500), deiziataer ar bloavezh 1955 a zo bet diskolpet gant peder abadenn goude gwallzarvoud bras 24 eurvezh ar Mañs. Freuzet oa bet Prizioù Bras Bro-C'hall, Alamagn, Bro-Spagn ha Suis gant gouarnamantoù broadel ar broioù-se.

Deiziadur Prizioù Bras e 1955
Deiziad Priz Bras Lec'h Trec'hour Skipailh Diverradenn
42 16 a viz Genver   Priz Bras Arc'hantina Buenos Aires   Juan Manuel Fangio Mercedes Diverradenn
43 22 a viz Mae   Priz Bras Monaco Monaco   Maurice Trintignant Ferrari Diverradenn
44 30 a viz Mae   Indianapolis 500 Indianapolis   Bob Sweikert Kurtis-Offenhauser Diverradenn
45 5 a viz Even   Priz Bras Belgia Spa-Francorchamps   Juan Manuel Fangio Mercedes Diverradenn
46 19 a viz Even   Priz Bras an Izelvroioù Zandvoort   Juan Manuel Fangio Mercedes Diverradenn
47 16 a viz Gouere   Priz Bras Breizh Veur Aintree   Stirling Moss Mercedes Diverradenn
48 11 a viz Gwengolo   Priz Bras Italia Monza   Juan Manuel Fangio Mercedes Diverradenn

Renkadur ar vlenierien kemmañ

Renkadur Blenier Bro Karr Poentoù
1 Juan Manuel Fangio   Arc'hantina Mercedes 41
2l Stirling Moss   Rouantelezh-Unanet Mercedes 23
3 Eugenio Castellotti   Italia Lancia-Ferrari 12
4 Maurice Trintignant   Bro-C'hall Ferrari 11,33
5vet Giuseppe Farina   Italia Ferrari 10,33
6vet Piero Taruffi   Italia Mercedes 9
7vet Bob Sweikert   Stadoù-Unanet Kurtis-Offenhauser 8
8vet Roberto Mieres   Arc'hantina Maserati 7
9 Luigi Musso   Italia Maserati 6
10vet Jean Behra   Bro-C'hall Maserati 6
11vet Karl Kling   Alamagn Mercedes 5
12 Jimmy Davies   Stadoù-Unanet Kurtis-Offenhauser 4
13vet Johnny Thomson   Stadoù-Unanet Kuzma-Offenhauser 3
14vet Paul Frère   Belgia Ferrari 3
15vet Tony Bettenhausen   Stadoù-Unanet Kurtis-Offenhauser 3
16vet Paul Russo   Stadoù-Unanet Kurtis-Offenhauser 3
17vet Luigi Villoresi   Italia Lancia 2
18vet Carlos Menditéguy   Arc'hantina Maserati 2
19vet Cesare Perdisa   Italia Maserati 2
20vet José Froilán González   Arc'hantina Ferrari 2
21 Umberto Maglioli   Italia Ferrari 1,33
22l Hans Hermann   Alamagn Mercedes 1
23 Walt Faulkner   Stadoù-Unanet Kurtis-Offenhauser 1
24 Bill Vukovich   Stadoù-Unanet Kurtis-Offenhauser 1
25vet Bill Homeier   Stadoù-Unanet Kurtis-Offenhauser 1

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1