Kezeg Sant Mark zo peder delwenn e kouevr a oa bet e Konstantinopolis hag a voe skrapet gant tud eus Republik Venezia e 1204 da gas ganto da lakaat ouzh Penniliz Sant Mark e kêr Venezia.

Kezeg Sant Mark
oberenn arz, group of sculptures
Deiziad krouiñ2. century Kemmañ
Anvet diwarPenniliz Sant Mark Kemmañ
LuskadHellenistic sculpture Kemmañ
StadItalia Kemmañ
E tiriadVenezia Kemmañ
Daveennoù douaroniel45°26′4″N 12°20′22″E Kemmañ
Tachennanimal sculpture Kemmañ
Krouet ganttalvoud dianav Kemmañ
Danvez implijetarem Kemmañ
Diskouez a raPevar-yev, marc'h Kemmañ
DastumadPenniliz Sant Mark Kemmañ
Lec'h produiñEnez Rodos, C'hios Kemmañ
Map

Hiziv emaint e-barzh ar benniliz, hag eildelwennoù zo bet lakaet en o lec'h.

Istor kemmañ

Rendael zo da c'houzout a belec'h e teuont. Hervez istorourien zo e vijent bet oberiet e Gres er IVvet kantved kent JK, evit Enez Rodos pe hini C'hios(Daveoù a vank), ha hervez lod all e vijent bet goveliet gant Romaned en I kantved goude JK gant darn, etre kreiz an IIvet kantved hag an IIIvet kantved hervez darn all.(Daveoù a vank)

Hiriv e soñjer e c'halljent bezañ bet graet gant ar c'hizeller Lysippos (Λύσιππος en henc'hresianeg) er IVvet kantved kent JK. Hennezh, evel Scopas ha Praksiteles, zo gwelet evel unan eus an tri meurañ kizeller a zo bet en Henc'hres.