Kib vell-droad ar bed 1990

Kib vell-droad ar bed 1990 a zo ur gevezadeg-sport hag a oa bet dalc'het, evit ar pevarzekvet gwech, en Italia eus an 8 a viz Mezheven d'an 8 a viz Gouere 1990.

E 1934 e oa bet dalc'het ar genstrivadeg e Rouantelezh Italia c'hoazh. An eizhvet gwech e oa da Gib ar bed bezañ aozet en Europa da-heul an dalc'h kent e Suamerika (Mec'hiko) e 1986.