Kib vell-droad ar bed 2010

Kib vell-droad 2010
Suafrika 2010
Skipailhoù war ar renk 32
(204 er prantad perzhegañ)
Lec'h Banniel Suafrika Suafrika
Deiziadoù 11 Even - 11 Gouere
Kampioned Banniel Spagn Spagn
Krogadoù 64 c'hrogad
Hollad palioù 145 (2.3 dre grogad)
Gwellañ paler(ien) David Villa
Wesley Sneijder
Diego Forlán
Thomas Müller
5 pal

Kib mell-droad ar bed 2010 a zo 19vet Kib mell-droad ar bed. Ar prantad dibenn kentañ eo a c'hoarvez en Afrika, e Suafrika resis, goude hini 2006 a oa bet en Alamagn ha ma oa aet ar maout gant skipailh Italia hag a-raok hini 2014 a dremeno e Brazil. 32 skipailh a c'hoari an eil ouzh egile e-pad ur miz, eus an 11 a viz Mezheven d'an 11 a viz Gouere, e 10 stad ar vro e Bloemfontein, Durban, Johannesburg (daou stad), Kêr ar C'hab, Nelspruit, Polokwane, Port Elizabeth, Pretoria ha Rustenburg. Bras-meurbet e vez ar vrud degaset d'ar vro aozet ganti ar gib hag an teuliad gwellañ e-touez an holl vroioù a ya war ar renk eo a vez dibabet gant ar FIFA, diouzh ar raktres stadoù mell-droad, treuzdougen, degemer skipailhoù ha lojañ arvesterien, surentez... kinniget gant pep hini. Ent-pleustrek, gant ar budjed ret da aozañ ar gib hag a ya war greskiñ a vloaz da vloaz n'eus nemet broioù pinvidik hag a c'hall kaout spi da aozañ an darvoud-mañ, anezhañ an eil darvoud sportel skignet ar muiañ war skinwelioù ar bed goude ar c'hoarioù olimpek.
En tu-hont d'ar sport eo arouezel-tre an dibab graet gant ar FIFA d'an 23 a viz Even 2003 p'en doa divizet fiziañ aozañ ar gib e bro Nelson Mandela, stourmer hollvrudet a-enep d'an apartheid. Er vro-mañ, betek fin an apartheid, e veze c'hoariet mell-droad gant ar re zu ha rugbi gant ar re wenn. Gant al liammoù a zo etre ar politikerezh hag ar sport e talvez ivez aozañ un darvoud etrebroadel a live-mañ, evit an aozerien, kinnig d'ar bed-holl ur skeudenn bozitivel eus ur vro gouest da vodañ div bobl bet enebour an eil ouzh eben, tro-dro d'un darvoud meur, anezhañ arouez ul lañs nevez. En ul live all, e 1998, e oa bet forzh prezegennoù e Bro-C'hall pa oa aet ar gib gant skipailh Zinedine Zidane, war ar Frañs black blanc beur, da lakaat an trec'h-mañ da arouez ur vro he dije gouezet degemer enbroidi hag o dije o flas en ur vro lies met heñvel ar gwirioù evit an holl.
Ar wech kentañ en hec'h istor eo ma c'hounez skipailh Spagn ar gib-mañ. Gantañ ivez an hini e oa aet kib diwezhañ kampionad Europa, e 2008.E-kerzh ar 116vet munutenn, pa oa an astenn war achuiñ a-raok laoskel e blas d'ar prantad tennoù d'ar pal e lak ar c'hoarier eus FC Barcelona Andrés Iniesta ar volotenn e foñs palioù skipailh an Izelvroioù a goll an 3de gourfenn eus o istor goude bezañ graet kazeg e 1974 ha 1978. Ar bloaz 2010 eo ivez an hini kentañ ma c'hounez ur skipailh Europat en diavaez eus e gevandir hag ar wech kentañ ma vez daou skipailh disheñvel eus Europa o c'hounit div wech diouzh renk.

Skipailhoù an tournamant diwezhañ kemmañ

D'ar 25 a viz Du 2007 e Durban (Suafrika) e oa bet tennet an 204 skipailh d'ar sort evit sevel strolladoù ar prantad perzhegañ, da lavaret eo gouzout e peseurt poullad e vije pep hini, ha diwar se a-enep da beseurt skipailhoù e ranke c'hoari a-benn bezañ miret en tournamant diwezhañ. 31 plas a oa evit an holl skipailhoù-mañ hag unan ouzhpenn evit ar vro degemer, Afrika ar Su.

Evit skipailhoù zo avat, an tournamant perzhegañ a oa kroget a-raok : c'hoarioù Su ar Meurvor Habask a dalveze da dournamant perzhegañ evit Rann Okeania.

An 32 skipailh o deus gounezet o flas evit ar gevezadeg diwezhañ
Dre rann hag o skiant-prenet
Kartenn Rann Europa
13 plas
Rann Amerika ar Su
5 plas
Rann Afrika
6 plas
en o zouez unan evit ar vro degemer
 
Skipailhoù an tournamant diwezhañ e-pad kib 2010
Rann Okeania
1 plas
Rann Norzhamerika, Kreizamerika ha Karib
3 flas
Rann Azia
4 flas

Krogadoù an tournamant diwezhañ kemmañ

Alc'hwez kemmañ

En taolennoù a-is :

  • C'h = Krogadoù c'hoariet
  • G = Krogadoù gounezet
  • R = Krogadoù rampo
  • K = Krogadoù kollet
  • PL = Palioù lakaet
  • PT = Palioù tapet
  • Dif = Diforc'h palioù (PL-PT)
  • Poentoù = Hollad poentoù
  • Pen : Pal lakaet dre benalti
  • PES : Pal lakaet a-enep d'e skipailh
  • g.a. : goude an astenn (skor e fin ar prantad astenn un hanter eur)

Poulloù kemmañ

Strollad A kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Uruguay 7 3 2 1 0 4 0 +4
2   Mec'hiko 4 3 1 1 1 3 2 +1
3   Suafrika 4 3 1 1 1 3 5 -2
4   Frañs 1 3 0 1 2 1 4 -3
11 Even   Suafrika
(Tsahabala 55')
1 - 1   Mec'hiko
(Marquez 79')
11 Even   Uruguay 0 - 0   Frañs
16 Even   Suafrika 0 - 3   Uruguay
(Forlan 24' ha 80' (Pen), Pereira 95')
17 Even   Frañs 0 - 2   Mec'hiko
(Hernandez 64', Blanco 79' (Pen))
22 Even   Mec'hiko 0 - 1   Uruguay
(Suarez 43')
22 Even   Frañs
(Malouda 70')
1 - 2   Suafrika
(Khumalo 20', Mphela 37')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad A a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad B ha 2vet ar strollad A a c'hoari a-enep da 1 ar strollad B.

Strollad B kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Arc'hantina 9 3 3 0 0 7 1 +6
2   Republik Korea 4 3 1 1 1 5 6 -1
3   Gres 3 3 1 0 2 2 5 -3
4   Nigeria 1 3 0 1 2 3 5 -2
12 Even   Republik Korea
(Lee Jung Soo 7', Park Ji Sung 52')
2 - 0   Gres
12 Even   Arc'hantina
(Heinze 6')
1 - 0   Nigeria
17 Even   Gres
(Salpingidis 44', Torosidis 71')
2 - 1   Nigeria
(Uche 16')
17 Even   Arc'hantina
(Park 17' (PES), Higuain (33', 76', 80')
4 - 1   Republik Korea
(Lee Chung Yong 46')
22 Even   Nigeria
(Uche 12', Yakubu 69' (Pen))
2 - 2   Republik Korea
(Lee Jung Soo 38', Park Chu Young 49')
22 Even   Gres 0 - 2   Arc'hantina
(Demichelis 77', Palermo 89')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad B a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad A ha 2vet ar strollad B a c'hoari a-enep da 1 ar strollad C.

Strollad C kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Stadoù-Unanet 5 3 1 2 0 4 3 +1
2   Bro-Saoz 5 3 1 2 0 2 1 +1
3   Slovenia 4 3 1 1 1 3 3 0
4   Aljeria 1 3 0 1 2 0 2 -2
12 Even   Bro-Saoz
(Gerrard 4')
1 - 1   Stadoù-Unanet
(Dempsey 40')
13 Even   Aljeria 0 - 1   Slovenia
(Koren 79')
18 Even   Slovenia
(Birsa 13', Ljubijankic 42')
2 - 2   Stadoù-Unanet
(Donovan 48', Bradley 82')
18 Even   Bro-Saoz 0 - 0   Aljeria
23 Even   Slovenia 0 - 1   Bro-Saoz
(Defoe 23')
23 Even   Stadoù-Unanet
(Donovan 91')
1 - 0   Aljeria

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad C a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad D ha 2vet ar strollad C a c'hoari a-enep da 1 ar strollad D.

Strollad D kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Alamagn 6 3 2 0 1 5 1 +4
2   Ghana 4 3 1 1 1 2 2 0
3   Aostralia 4 3 1 1 1 3 6 -3
4   Serbia 3 3 1 0 2 2 3 -1
13 Even   Serbia 0 - 1   Ghana
(Gyan 85')
13 Even   Alamagn
(Podolski 8', Klose 26', Müller 68', Cacau 70')
4 - 0   Aostralia
18 Even   Alamagn 0 - 1   Serbia
(Jovanovic 38')
19 Even   Ghana
(Gyan 25' (Pen))
1 - 1   Aostralia
(Holman 11')
23 Even   Ghana 0 - 1   Alamagn
(Özil 60')
23 Even   Aostralia
(Cahill 69', Holman 73')
2 - 1   Serbia
(Pantelic 84')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad D a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad C ha 2vet ar strollad D a c'hoari a-enep da 1 ar strollad C.

Strollad E kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Izelvroioù 9 3 3 0 0 5 1 +4
2   Japan 6 3 2 0 1 4 2 +2
3   Danmark 3 3 1 0 2 3 6 -3
4   Kameroun 0 3 0 0 3 2 5 -3
14 Even   Izelvroioù
(D. Agger 46' (PES), D. Kuyt 85')
2 - 0   Danmark
14 Even   Japan
(Honda 39)
1 - 0   Kameroun
19 Even   Izelvroioù
(Sneijder 53')
1 - 0   Japan
19 Even   Kameroun
(Etoo 10')
1 - 2   Danmark
(Bendtner 33', Rommedahl 61')
24 Even   Danmark
(Tomasson 81')
1 - 3   Japan
(Honda 17', Endo 30', Okazaki 87')
24 Even   Kameroun
(Etoo 65' (Pen))
1 - 2   Izelvroioù
(Van Persie 36', Huntelaar 83')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad E a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad F ha 2vet ar strollad E a c'hoari a-enep da 1 ar strollad F.

Strollad F kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Paraguay 5 3 1 2 0 3 1 +2
2   Slovakia 4 3 1 1 1 4 5 -1
3   Zeland-Nevez 3 3 0 3 0 2 2 0
4   Italia 2 3 0 2 1 4 5 -1
14 Even   Italia
(De Rossi 63')
1 - 1   Paraguay
(Alcaraz 39')
15 Even   Zeland-Nevez
(Reid 93')
1 - 1   Slovakia
(Vittek 50')
20 Even   Slovakia 0 - 2   Paraguay
(Vera 27', Riveros 86')
20 Even   Italia
(Iaquinta 29' Pen)
1 - 1   Zeland-Nevez
(Smeltz 7')
24 Even   Slovakia
(Vittek 25' ha 73', Kopunek 89')
3 - 2   Italia
(Di Natale 81', Quagliarella 92')
24 Even   Paraguay 0 - 0   Zeland-Nevez

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad F a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad E ha 2vet ar strollad F a c'hoari a-enep da 1 ar strollad E.

Strollad G kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Brazil 7 3 2 1 0 5 2 +3
2   Portugal 5 3 1 2 0 7 0 +7
3   Aod an Olifant 4 3 1 1 1 4 3 +1
4   Korea an Norzh 0 3 0 0 3 1 12 -11
15 Even   Aod an Olifant 0 - 0   Portugal
15 Even   Brazil
(Maicon 55', Elano 72')
2 - 1   Korea an Norzh
(Ji 89')
20 Even   Brazil
(Fabiano 25'ha 50', Elano 62')
3 - 1   Aod an Olifant
(Drogba 79')
21 Even   Portugal
(Meireles 29', Simao 53, Almeida 56', Tiago 60' ha 89', Liedson 81', Ronaldo 87')
7 - 0   Korea an Norzh
25 Even   Portugal 0 - 0   Brazil
25 Even   Korea an Norzh 0 - 3   Aod an Olifant
(Toure 14', Romaric 20', Kalou 82')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad G a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad H ha 2vet ar strollad G a c'hoari a-enep da 1 ar strollad H.

Strollad H kemmañ

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1   Spagn 6 3 2 0 1 4 2 +2
2   Chile 6 3 2 0 1 3 2 +1
3   Suis 4 3 1 1 1 1 1 0
4   Honduras 1 3 0 1 2 0 3 -3
15 Even   Honduras 0 - 1   Chile
(Beausejour 34')
15 Even   Spagn 0 - 1   Suis
(Fernandez 52')
21 Even   Chile
(Gonzalez 75')
1 - 0   Suis
21 Even   Spagn
(Villa 17' ha 51')
2 - 0   Honduras
25 Even   Chile
(Millar 47')
1 - 2   Spagn
(Villa 24', Iniesta 37')
25 Even   Suis 0 - 0   Honduras

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad H a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad G ha 2vet ar strollad H a c'hoari a-enep da 1 ar strollad G.

Eizhvet gourfennoù ha pelloc'h kemmañ

8vet gourfennoù Kardgourfennoù Hanter-c’hourfenn Gourfenn
       
                                   
  26 Even 16:00            
'   1 ar strollad   A    Uruguay
(Luis Suarez 8' ha 80')
 2
  2 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   B    Republik Korea
(Lee Chung Yong 68')
 1  
     Uruguay
(Forlán 55')
 1
(4)g.a.
26 Even 20:30
     Ghana
(Muntari 45')
 1
(2)g.a.
 
'   1 ar strollad   C    Stadoù-Unanet
(Donovan 62' (Pen))
 1
  6 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   D    Ghana
(Prince 5', Gyan 93')
 2  
     Uruguay
(Forlan 41', Pereira 92')
 2
28 Mez 16:00
     Izelvroioù
(Bronckhorst 18', Sneijder 70', Robben 73')
 3  
'   1 ar strollad   E    Izelvroioù
(Robben 18', Sneijder 84')
 2
  2 Gouere 16:00
'   2 ar strollad   F    Slovakia
(Vittek 94' (Pen))
 1  
     Izelvroioù
(Sneijder 53' ha 68')
 2
28 Mez 20:30
     Brazil
(Robinho 10')
 1  
'   1 ar strollad   G    Brazil
(Juan 35', Fabiano 38', Robinho 99')
 3
  11 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   H    Chile  0  
     Izelvroioù  0
27 Even 20:30
     Spagn
(Iniesta 117')
 1 (g.a.)
'   1 ar strollad   B    Arc'hantina
(Tevez 26' ha 52', Higuain 33')
 3
  3 Gouere 16:00
'   2 ar strollad   A    Mec'hiko
(Hernandez 71')
 1  
     Arc'hantina  0
27 Even 16:00
     Alamagn
(Müller 3', Klose 68' ha 89', Friedrich 74')
 4  
'   1 ar strollad   D    Alamagn
(Klose 20', Podolski32', Müller 67' ha 70')
 4
  7 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   C    Bro-Saoz
(Upson 37')
 1  
     Alamagn  0
29 Even 16:00
     Spagn
(Puyol 73')
 1   Krogad 3de plas
'   1 ar strollad   F    Paraguay  0
(5)g.a.
  3 Gouere 20:30 10 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   E    Japan  0
(3)g.a.
 
     Paraguay  0    Uruguay
(Cavani 28', Forlan 51')
 2
29 Even 20:30
     Spagn
(Villa 83')
 1      Alamagn
(Müller 19', Jansen 56', Khedira 82')
 3
'   1 ar strollad   H    Spagn
(Villa 63')
 1
 
'   2 ar strollad   G    Portugal  0  
 

Gwellañ lakaerien palioù kemmañ

5 pal

4 fal

3 fal

Liammoù diavaez kemmañ