Kichez zo tartez sall gwarniset gant un aozad dienn ha vioù baset a vez lakaet alies gantañ un dra all pe meur a hini : legumaj, kig, pesked, keuz, etc. Dont a reont eus Kreizeuropa an amzerioù modern, met koshoc'h ha ledanoc'h e vefe o orinoù, eus Europa a-bezh hag ar Grennamzer.

Ur gichenn glasel

Ur gichenn pe ur gichezenn a vez graet eus an dartezenn-se. Peogwir e vez kavet mat ar c'hichez gand kalz tud, ha peogwir int aes a-walc'h d'ober, da zougen, da dommañ ha da zebriñ e vezont kavet er bed a-bezh bremañ, gant a bep seurt aozennoù.

Gerdarzh hag orin ar c'hichez, betek bremañ kemmañ

 
Kichennigoù

Ar ger a zeu eus an alamaneg küche hag a dalv "tartez, gwastilli", marteze dre ar yiddish. Ar ger quiche zo testeniet e loreneg e 1605, e galleg e 1805 hag e saozneg e 1925.

Kozh-tre eo ar c'hichez e gwirionez peogwir e veze fardet tartez sall er Grennamzer : testeniet eo da skouer ober gant dienn ha vioù er pastezerezh abaoe an XIIIvet kantved en Italia hag ar XIVvet kantved e Bro-Saoz. En Kreizeuropa a-bezh, er broioù alamanek dreist-holl, e kaver kichez a bep seurt adalek an amzerioù modern : meneg zo eus kichez servijet war daol Charlez III, dug Loren, e 1586, hag ivez e kontoù ospital Sant-Juluan Nancy e miz Meurzh 1605 ; ar speckkuchen e Hessen (gwastell gant kig-sall ha toaz segal, a-wechoù gant pour pe ognon), testeniet e 1653 e Weimar ; hitzblotz e Bavaria gant dienn ha toaz-bara segal, etc. Menegomp ivez specktorte e Saarbrücken gant kig sec'h a zo rekipeoù eus 1731 ha 1799 ; er memes familh emañ die Lothringer specktorte da lavaret eo kichez giz Loren hollvrudet. Doareoù sukret zo ivez eus ar specktorte, da skouer e Braunschweig e Saks-Izel, gant speck, perisilh, rezin Korintez ha sukr.

Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1890 avat evit ma vefe brudet ar c'hichez er c'hazetennoù parizian. Krog e oa ar boaz da lakaat traoù ouzhpenn en aozad : lard, ognon... Diouzh ar c'hiz e teujont da vezañ e Stadoù-Unanet Amerika hag e Breizh-Veur goude an Eil Brezel-bed. Bremañ e klot ar c'hichez ouzh holl begoù ar bed : e Japan kichez toun ha pinochez poazhet er baelon, pe kichez kaol, laezh soja ha fav, e Sina kichez skilbebr, skiitake ha mozzarella, etc.

Perzhioù ar c'hichez kemmañ

Gant toaz bresk e reer peurliesañ, a-wechoù toaz feilhennet. An aozad zo graet gant dienn ha vioù, ha holen a-wechoù. Gant bier pe laezh plant e c'haller ober e-lec'h dienn.

Poazhet e vezont er forn, ha debret tomm, a-wechoù yen. En Europa e vezont debret evel meuz pennañ, da skouer gant saladenn c'hlas, pe evel digor-pred.

Energetek eo ar c'hichez : 292 kcal evit 100 g, puilh enno al lipid hag an natriom. Degas a reont 60% eus an degasadenn bemdeziek erbedet (DPE).

Kichez a bep seurt kemmañ

Sed amañ skouerioù kichez a gaver hiziv hon deiz :

  • kichez giz Loren, gant larjezennoù hag a-wechoù keuz
  • kichez toun
  • kichez ognon
  • kichez eoged
  • kichez morzhed-hoc'h kourjetez
  • kichez boued-mor
  • kichez kig-yar tomatez
  • kichez tri c'heuz

Pennadoù kar kemmañ