Kocheril Raman Narayanan

Kocheril Raman Narayanan (malayalameg: കോച്ചേരില്‍ രാമന്‍ നാരായണന്‍) zo ur politikour eus India, bet ganet d'ar 27 a viz Here 1920 e stad Kerala (aodoù kornôg India) ha marv d'an 9 a viz Du 2005 e New Delhi. Prezidant India e oa bet etre 1997 ha 2002. Prezidant kentañ ar vro bet ganet e kasta ar re anstokadus eo.

En ur familh paour-kenañ eo bet ganet : 2 vreur dezhañ zo marv diwar an droug-skevent zoken (bep munutenn e varv un den diwarnañ en India c'hoazh). Bet kaset gantañ studioù war ar skiantoù politikel er School of Economics e Londrez e labouras e Ministrerezh an Aferioù Diavaez. Tost-tre da Jawaharlal Nehru e oa. Postoù pouezus zo bet gantañ pa'z eo bet e penn kannati India e Beijing pe Washington.

N'eo nemet pa oa aet war e leve ma krogas d'ober politikerezh. Dre 3 gwezh abaoe 1984 e oa bet dilennet kannad war anv Strollad ar C'hendalc'h.

E-pad e brezidantelezh en deus bet bec'h gant broadelourien Hindoued Strollad Pobl India a oa e penn ar vro etre 1998 ha 2004. Diouzh ar vonreizh ne oa ket kalz a c'halloud gant Narayanan avat ha chalet-bras e oa bet gant lazhadeg 2000 den (Muzulmaned al lod vrasañ anezho) e stad Gujarat e 2002. 3 bloaz goude bezañ aet diwar e bost e anzavas e miz Meurzh 2005 e kave dezhañ e oa bet blot a-walc'h pennoù ar SPI da geñver ar bec'h a oa savet etre ar c'humuniezhioù relijiel e Gujarat pa gave dezhañ e vije ret bezañ kaset di al Lu.