Koiot

C. latrans


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Canis
Anv skiantel
Canis latrans
Say, 1823
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hoiot (Canis Latrans) a zo ur bronneg kigdebrer eus kerentiad ar c'hieged.

Emañ o vevañ e hanternoz Amerika, eus Panama betek Alaska. An ergerzhourien european o deus kejet gant an aneval-se evit ar wech kentañ e mervent Amerika an Norzh.

Ar c'hoioted a c'hell bevañ etre 6 ha 10 bloavezh ha daoust ma c'hellont furmiñ bagadoù bihan a-wechoù e vezont o hemolc'hin o-unanig ar peurliesañ. Ar ger koiot a zeu eus ar spagnoleg en deus e amprestet digant an Nahouatleg.

Daoust dezhañ bezañ hemolc'het kalz eo ar c'hoiot unan eus an anevaled ral, krenn o ment, a zo aet o lec'h-annez war ledanaat abaoe donedigezh an Europiz. E kornôg Stadoù-Unanet Amerika e oa o vevañ gwechall hag en em astenn a ra e annez bremañ betek Florida ha Bro-Saoz Nevez.

Perzhioù fizikel kemmañ

Ar c'hoioted a c'hell tizhout 60 cm ha pouezañ etre 6 ha 22 kg. Liv o blevenn a gemm hervez ar rannvedoù, met gwenn pe gell e vez ar peurliesañ. E zisheñveliñ a reer diouzh ar bleiz dre e vent ha dre e lost a zo brasoc'h ha blevekoc'h.

Heverk eo dalc'h ar c'hoioted a gerzh gant o lost tost ouzh an douar.

Ur c'horf moan en deus ha kastiz e c'hell seblantout hag eñ yac'h. Gant ar bleiz ruz e c'hell parañ ha krediñ a reer ez eo hironed 50% eus koioted ar Biz ha Kap Cod. Gouennañ gant ar bleiz gris e c'hell ober ivez, met daoust d'o menned bezañ frouezhus e vez ral an dra-se en natur. Re zisheñvel eo emzalc'hioù an daou spesad.

Emzalc'h kemmañ

Anevaled-deiz e veze ar c'hoioted gwechall, met da anevaled-noz int aet abalamour da gwask an Den. Aes en em reont ouzh un endro nevez hag o c'havout a reer e meur a annez. Gallout a ra o emzalc'h kemm kalz hervez al lec'h ma vevont met ar peurliesañ e hemolc'hont o-unanig pe e koubladoù. Bronneged bihan evel konikled, logod, lern, gwiñvered, enezed-ouez hag a-wechoù amprevaned, deñved ha pesked. Beuzel-karv a zebr e-pad ar goañv er rannvedoù yen. Un hollzebrer eo ar c'hoiot. Gallout a ra zoken en em vagañ diwar geot pe frouezh pa vez ezhomm. E Yellowstone, kent ma voe lezet da vont bleizi en-dro, o deus kroget ar c'hoioted da zerc'hel o loch ekologel ha da hemolc'hiñ anevaled bras. Adalek distro ar bleizi, avat, eo aet war zigresk poblañs ar c'hoioted ha distroet int d'o doare-bevañ kozh.

Parañ a reont e miz C'hwevrer hag etre pevar ha c'hwec'h a venned a vez ganet e fin miz Ebrel pe e deroù miz Mae. Ar c'herent (ha, gwechoù 'zo, menned ganet er bloaz a-raok) a ra war-dro ar re yaouank.

Boutinoc'h eo klevout ur c'hoiot eget e welout. Skiltr eo o c'hri a zeskriver evel ur yudadenn pe un harzhadenn. Gallout a ra bezañ hir hag heñvel a-walc'h ouzh hini ur bleiz pe aozet ag ur rummad a grioù berr. Ar c'hoioted a glever e-pad an noz pe war-dro ar serr-noz dreist-holl. Paotoc'h e vez o c'hrioù e-pad an nevez-amzer pe e-pad an diskar-amzer, pa guita ar menned o c'herent.

Niverus e vez ar c'hoioted e bannlevioù ar c'hêrioù ha zoken e kreiz un nebeud anezho. Hervez ur studiadenn savet gant ekologourien Skol-Veur Ohio o defe ar c'hoioted en em graet mat tre ouzh endro ar c'hêrioù. E-barzh an holl garterioù e kavfed koioted. Kuzhat a rafent diouzh an dud hag en em vagfent gant krignerien hag anevaled-ti. War-dro 2000 a goioted a vevfe e bro-Chikago ha moarvat o deus ar c'hêrioù bras amerikan arall poblañsoù damheñvel. E miz Meurzh 2006 e oa bet tapet ur c'hoiot, Hal e anv, e Central Park e kreiz New York.