Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr yezhoù bodoek eo ar c'hokborokeg (kokborok, t(r)ipuri pe usipi murung) komzet gant tro-dro da 691.000 den en Assam en India (1997) ha gant 78.000 den e Bangladech (1993).

Trizek rannyezh ez eus en hool, en o zouez ar re bennañ-mañ:

  • Djamateg (jamatia)
  • Noateg (noatia)
  • Tipreg (tipra)
  • Halameg (halam)
  • Debarmeg (debbarma): komzet gant ar roue hag e familh nemetken

Skrivet e vez gant al lizherenneg latin pe c'hoazh gant ar skritur bengalek.

Gwelet ivez kemmañ