Evit ar gevredigezh, gwelet amañ.

Kokopelli a zo un dudenn mojennel hag a vez skeudennaouet alies evel ur c'hoarier fleüt tort, dont a ra eus ar c'hredennoù amerindian kozh e mervent ar Stadoù-Unanet, muioc'h eget 3000 bloaz zo. Kokopelli a oa ur skeudenn eus mitologiezh an Indianed Anasazi, aroueziañ a rae ar frouezhusted, al levenez, ar fest, ar buhez hirbad. Barzhig, gant spered ar sonerezh, konter, beajour kenwerzh, krouer glav, pareer, kelenner, hudour farser, hoaler, frouezhusaer (anvioù all en deus, evel "le Casanova Anasazi" pe "Cassanova of the Cliff Dwellers" dre ma 'vez skeudennaouet a-wechoù gant ur benvegad par gant ur ment re vras) eo ivez.

Kokopelli
Kokopelli