Konan Meriadeg

roue brezhon mojennel

Konan Meriadeg, pe Conan Meriadec (Cynan Meiriadog en kembraeg), zo ur roue brezhon mojennel[1] hag a vije ganet en Enez Vreizh e dibenn ar IVvet kantved.

Konan Meriadeg
den a c'hallfe bezañ faltaziet
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanKonan Kemmañ
Anv ofisielConan Mériadec, Konan Meriadeg, Cynan Meiriadog Kemmañ
Deiziad ganedigezh305 Kemmañ
Deiziad ar marv395, 421, 392 Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Lec'h douaridigezhiliz-veur Sant-Paol-Aorelian e Kastell-Paol Kemmañ
TadEudaf Kemmañ
Breur pe c'hoarElen Luyddog Kemmañ
PriedSantez Ursula, Darerca of Ireland Kemmañ
BugelGradlon, Sant Broeladr, Gadeon Kemmañ
KarEudaf, Dionotus Kemmañ
Michermonark, penn brezel Kemmañ
Present in workHistoria Regum Britanniae Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://freepages.rootsweb.com/~dnapower/genealogy/history/houseofmeriadog.htm, https://thesignsofthetimes.com.au/32/58593.htm Kemmañ

Meneget eo e anv en danevell Breuddwyd Macsen Wledig (Hunvre Macsen), er Mabinogi : breur e oa da Helen, pried Maksen Wledig, pe Magnus Maximus.

Skridoù kemmañ

N'eus meneg ebet anezhañ e skridoù Nennius, Orosius, Bede, Gweltaz pe an istorourien frank evel Gregor Teurgn.

Kentañ meneg splann anezhañ hag eus krouidigezh Breizh a gaver e Buhez Sant Gurthiern, a zo e Kartular Kemperle, savet etre 1118 ha 1127.

Menegoù all a zo e skridoù kozh a zo diasur o bloaziañ: al Livre des Faits d'Arthur zo anavezet dre un dornskrid eus ar XVvet kantved, implijet gant Pierre Le Baud, hag a vije bet savet etre 954 ha 1012, ha prolog ar Vita Goeznouei (buhez Sant Goueznou) a vije eus 1019.

E vuhez hervez ar vojenn kemmañ

Ganet e vije en Enez Vreizh e dibenn ar IVvet kantved.

E 383[2] e treuzas Mor Breizh gant Magnus Maximus hag e arme. Karget e vije bet gantañ da c'houarn Breizh, evel dux bellorum (penn-brezel), e penn e soudarded vrezhon, deuet eus Kembre, ha chomet e vije en Arvorig e-pad 26 vloaz ken ma varvas e 421 (hervez Dom Morice).

Levrlennadur kemmañ

  • Joël Cornette, Histoire de la Bretagne et des Bretons, tome 1, Des âges obscurs au règne de Louis XIV, Éditions Seuil, 2005
  • Léon Fleuriot ː Les origines de la Bretagne. Payot. Paris. 1982. p. 122/123
  • Laurence Mathey-Maille, Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne. Belles Lettres. 1992.
  • Joseph Rio, Mythes fondateurs de la Bretagne, « Aux origines de la celtomanie », éditions Ouest-France, Rennes, 2000, (ISBN 2-73732699-0)
  • François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Editions Errance. 1994

Daveoù. Menegioù kemmañ

  1. Tabut ez eus diwar-benn se ː istor, pe mojenn ? Ar respont en em gav e Saint-Valery sur Somme hag Abeville.
  2. Magnus Clemens Maximus a zo bet embannet impalaer gant lejionoù enez vreizh e miz mezheven 383.