Ur c'honestabl (ger deuet eus ar galleg kozh, diwar ar gerioù latin comes stabuli, « kont ar marchosi ») a oa un den a garg uhel, er Grennamzer. Disheñvel e oa e garg hervez ar broioù : peurliesañ en doa da ren ofiserien an arme ha da renkañ an dizemglevioù a oa etre ar varc'heien, an dud nobl. Evit e skoazellañ e oa meur a varichal.

Arzhur III (dug Breizh) a voe unan eus Konestabled Bro-C'hall.