Kontor (liester kontore) a veze graet eus lec'hioù implijet gant Kevre Hansa en estrenvro. Dont a ra ar ger kontor eus ar galleg comptoir. Kontor a dalvez burev e norvegeg hag e yezhoù all eus Norzheuropa. Ouzhpenn ar c'hontore pennañ a oa e Londrez (Steelyard), Ipswich, Brugge, Bergen (Bryggen), ha Novgorod (Peterhof), e oa sanailhoù ha kenwerzherien e porzhioù all. Diwar an holl gontore a zo bet ne chom nemet unan anezho hiziv an deiz, hini Bryggen eo. Betek 1754 e voe implijet. Hiziv an deiz emañ ar savadur-se e roll glad ar bed (UNESCO).

Sanailh Hansa e King's Lynn : savadur Kevre Hansa nemetañ a zo c'hoazh anezhañ e Bro-Saoz. E 1971 e voe lakaet da vurevioù
Oostershuis, savadur pennañ Kevre Hansa en Antwerpen


Bryggen