Ur c'hopek zo 1/100 eus ar roubl rus (RUB), hag abaoe an 2 a viz Meurzh 1992, 1/100 ivez eus ar hryvnya ukrainat.

Pezhioù moneiz metalek int, met c'hoarvezet ez eus bet embann bilhedoù paper eus 1 c'hopek, pe 2, 3, 5, 10, 15, 20, 25 ha 50 kopek.

Gerdarzh kemmañ

Eus ar ruseg копье kop'e "goaf", a zo kar d'ar gresianeg kopis "troc'hell", peogwir ec'h eo bet diskouezet an tsar gant ur goaf en e zorn war lod pezhioù-moneiz.

E Rusia kemmañ

Kant kopek (копе́йка /kopeïka e ruseg) a ya d'ober ur roubl pe ur hryvnya.
Rannet eo ar c'hopek e pevar folouchka.
Un denga zo kement ha daou bolouchka, un hanter gopek eta.

Kopekoù rus kemmañ

En Ukraina kemmañ

Ar hryvnya, гривня en ukraineg hag aroueziet UAH, eo moneiz ofisiel Ukraina abaoe an 2 a viz Gwengolo 1996 ; rannet eo e 100 kopek, копійка en ukraineg.

Kopekoù ukrainat kemmañ

Broioù all kemmañ

E 1992 ha betek miz Mezheven 1993 e veze kopekoù ivez e Belarus.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Boursorama