Ar c'horn-liv, pe korned-liv, pe pod-liv, a zo ur podig ma vez lakaet al liv da skrivañ gant ur bluenn, ur doug-pluenn pe ur stilo-pluenn. Arveret e veze araok ne vefe ijinet ar boulbluenn hag ar stilo gant kartouchennoù e kerzh an XXvet kantved, en amzer ma veze soubet e bluenn pe zoug-pluenn ennañ.

Tri c'horn-liv hag ur bluenn da skrivañ

Traezoù dastumad pe a-stroñs int hiziv hon deiz. E gwer, porselen, arc'hant, laton pe en ur c'hendeuzad plom-staen e c'hallont bezañ. Ur golo a vez gantañ evit parraat a fotañ, aezhenniñ pe bezañ kontammet.

Istor kemmañ

Adal amzer skriverien an Henegipt e veze graet gant kornoù-liv, ha goude en impalaeriezh roman. Diseurtelaat a reas en Europa en XVIIIvet kantved. Dispredañ a reas e deroù an XXvet kantved pa voe ijinet ar stilo-pluenn gant kartouchennoù. Ne oa ket ezhomm ken soubañ an stilo-pluenn el liv goude bezañ skrivet un nebeud linennoù. Taolioù-skrivañ ar skolidi a oa un toul krenn ganto evit lakaat o c'horn-liv.

Skeudennaoueg kemmañ

Pennadoù kar kemmañ