Kornog a oa ur gelaouenn embannet gant Unvaniez ar Seiz Breur, etre 1928 ha 1930.

Savet e oa bet evit kas an arz breizhek modern war-raok, pe, evel ma lavare ar Seiz Breur o-unan, evit "adkrouiñ hon arz broadel". Renet e oa ar gelaouenn gant Reun Kreston ha Paul Ladmirault. "Kornog Occident" e oa an titl leun ha "Revue illustrée des arts bretons - Dastumadenn skeudennek arzou Breiz" an istitl.

E-barzh e kaved pennadoù, divyezhek alies[1], diwar-benn arzoù a bep seurt ha keleier eus an arz, e Breizh hag e broioù all.

Gant Kornog e oa bet embannet ivez koadengravadurioù eus sent Breizh, graet gant lod eus arzourien ar Seiz Breur, Jeanne Malivel, Reun Kreston, Langleiz, Jorj Robin.

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Pennadoù gallek troet e brezhoneg gant Roparz Hemon