Kosmas Praha (e-tro 1045 e Zdice21 a viz Here 1125) a oa un den a-iliz, un istorour, ur skrivagner hag ur c'hronikour bohemiat bet ganet en ur familh uhel. Etre 1075 et 1081 e studias e Liège. Pa zistroas da Vohemia e timezas gant Božetěcha. Soñjal a rer e voe ganet ut mab, hag e teuas Kosmas da vezañ beleg. E 1086 e voe anvet Kosmas leveour iliz Praha. Gopret mat e voe, ha beajiñ en Europa a reas.

Kosmas

Skrivañ a reas Chronica Boemorum, mammenn bennañ istor ar Slaved e Bohemia. Rannet eo e teir levrenn :

  • levrenn gentañ, echuet e 1119 : eus kroudigezh ar bed betek 1038. Enni e kont krouidigezh ar Stad tchek gant Slaved Bohemia e-tro ar bloavezh 600 ha krouidigezh rummad-roueed Přemyslided gant Přemysl hag e wreg Libuše,
  • eil levrenn : 10381092, diwar-benn ren Břetislav Iañ ha hini Vratislav II
  • trede lebrenn : 10921125 hag ar brezel diabarzh a voe da-heul marv Vratislav II. Echuiñ a ra al levrenn gant ren Vladislav Iañ, e 1125, ar bloavezh ma varvas Kosmas.

Liammoù diavaez kemmañ