Ar c'hrennsaozneg (Middle English e saozneg) zo ur stumm eus ar saozneg hag a veze komzet goude aloubadeg Bro-Saoz gant Normaned Gwilherm an Alouber (1066) betek dibenn ar XVvet kantved, da lavaret eo eus ar Grennamzer uhelañ betek er Grennamzer diwezhat.

Ur bajennad eus Canterbury Tales, gant Chaucer, skrivet e krennsaozneg

Diagent e veze komzet hensaozneg e Bro-Saoz, met gant levezon an Normaned e cheñchas kalz ar yezh-se, a-fet yezhadur, distagadur ha reizhskrivadur. E-pad mare ar c'hrennsaozneg ne oa ket unvan an doare-skrivañ, met e dibenn ar mare-se, ha gant deroù ar moullañ, e oa bet unvanet tamm-ha-tamm ha diazezet e voe ar yezh unvan-se war an doare-komz a oa e korn-bro Londrez. Goude dibenn ar XVvet kantved e reer gant un anv all evit ar yezh komzet e Bro-Saoz hag ober a reer anezhi ar saozneg modern. En amzer-se e teuas kemm etre yezh kreisteiz Bro-Saoz hag an hini komzet e hanternoz Bro-Saoz hag e gevred Bro-Skos, hag a roas-hi ar pezh a anver ar skoteg.

E krennsaozneg e voe eeunaet kalz ar yezhadur a oa en hensaozneg. Da get ez eas an troadoù ha dibennoù an anvioù-kadarn, an anvioù-gwan hag ar verboù. Degemeret e voe er yezh ur bern amprestoù normanek, war tachennoù evel ar politikerezh, al lezennoù, an arzoù, ar relijion ha tachennoù all hag a veze anv anezho e lez ar roue. Geriaoueg pemdez ar bobl a chomas digemm a-walc'h, da lavaret eo gant gerioù germanek, ha antg amprestoù norsek ivez. Kemm a reas an distagadur, dreist-holl hini ar vogalennoù hir hag an diftongennoù.

Ne chom ket kalz skridoù eus mareoù kentañ ar c’hrennsaozneg, rak da neuze e veze komzet normaneg ha skrivet galleg gant an dud uhel ha n’eo ket saozneg. Er XIVvet kantved e teuas ul lennegezh krennsaoznek war wel, gant skrivagnerien evel John Wycliffe ha Geoffrey Chaucer, ken brudet e Canterbury Tales hag a vez lennet ha studiet c’hoazh. Tud zo a gred a-wechoù e oa bet skrivet krennsaozneg gant William Shakespeare,[1] met skrivet en doa e yezh deroù mare ar saozneg modern.

Notennoù kemmañ

  1. Mabillard, Amanda,"Are Shakespeare's works written in Old English?." Shakespeare Online.