Kreskad (yezhoniezh)

War dachenn ar yezhoniezh e implijer an termen kreskad (e gresianeg: αύξηση; e sañskriteg: आगम āgama) pe augment (diwar al latin augmentum) evit komz eus ur silabenn ouzpennet ouzh penn-kentañ ur ger e degouezhioù kevreadurezhel resis e yezhoù indezeuropek 'zo, en o zouez dreist-holl ar gresianeg (kozh ha modern), an armenieg hag ar yezhoù indez-aryek, da skouer ar sañskriteg.

Ledanaet eo bet implij an termen evit gallout kaozeal eus elfennoù damheñvel o mont-en-dro e yezhoù nann indez-europeg, en o zouez ar rakger ō- a dalvez da verk an amzer dremenet strizh e nahouatleg.

Implijet e vez an aliesañ ar c'hreskad gant ar yezhoù indez-europek evit sevel stummoù verbel peurachu diwar ur wrizienn diazez, da skouer:

Diwar ar wrizienn indezeuropek *bʰer-, 'dougen' e saver stummoù an amzer dremenet dre ouzhpennañ ouzh penn-kntañ ar wrizienn diazez ur c'hreskad vogalennek:

  • henc'hresianeg: -φερε ('dougas')
  • sañskriteg: á-bharat ('dougas')
  • armenieg: e-ber('dougas')

Orinoù kemmañ

N'eo ket sklaer hervz an enklaskoù bet kaset da-benn war an dachenn-mañ gant ar yezhoniezh istorel hag-eñ e oa ar c'hreskad unan eus perzhioù orin an holl yezhoù indez-europek ha bet kollet da c'houde gnt an darn vrasañ anezhe keit ha ma'c'h aent war diorren pe get.

Mont-en-dro kemmañ

Rannet e vez ar c'hreskad e daou rumm disheñvel hervez son kentañ ar ger (pe ar wrizienn) outañ:

Kreskad silabennek kemmañ

Staget e vez ur silabenn ouzh ur ger pa grog hennezh gant ur gensonenn.

Da skouer, e gresianeg e saver an amzer dremenet amstrizh dre ouzhpennañ ar c'hreskad ἐ-:

λαμϐάν-ω ('kemer a ran') → -λάμϐαν-ον ('kemer a raen')

Ar c'hreskad nann-silabennek kemmañ

Nann-silabennek eo ar c'hreskad pa vez ouzhpennet ouzh ur ger gant ur vogalenneen e benn hag en degouezhioù-mañ e vez hiraet ar vogalenn gentañ-se. Graet e vez kreskad amzerel eus ar c'hreskadoù nann-vogalennek.

Da skouer, e sañskriteg:

aś- 'debriñ') → āś-nā-m (gant an enger -nā- ouzhpenn)

Lec'h ar c'hreskad kemmañ

Pouezus eo ober an diforc'h etre ar wrizienn diouzh un tu hag ar c'helf bewezh mar bez ezhomm evit lec'hiañ ar c'hreskad, staget ouzh penn kentañ ar wrizienn atav. Neuze, pa implijer rakgerioù stag ouzh ar wrizienn e vez implijet ar c'hreskad un tammig evel un enger staget etre ar rakger ha penn-kentañ ar wrizienn dre ma vez staget ouzh penn-kentañ ar wrizienn atav kentoc'h evit ouzh penn-kentañ ar c'helf (en degouezh-mañ ar rakger mui ar gwrizienn).

Alies en degouezhioù-mañ e laker e plesutr argerzhioù morfofonetikel all, da skouer reolennoù sandhi.

Da skouer:

* Sañskriteg: amzer a-vremañ apa-bharati → amzer dremenet amstrizh apā-bharat ('degas a rae')
d.l.e *apa-a-bhar-at gant sandhi dre strizhadur etre ar vogalenn diwezhañ hag ar rakger verbel apa- hag ar c'hreskad
* Gresianeg : amzer a-vremañ ἀπο-φέρω → amzer dremenet amstrizh ἀπ-έ-φερον ('kas a raen ganin')
d.l.e gant avec koazhadur voggalenn diwezhañ ar rakger verbel ἀπο- dirak ar c'hreskad).