Krignerien

Ul logodenn.
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hrignerien eo ar bronneged a ya d'ober an urzhiad Rodentia e rummatadur al loened. Gant ouzhpenn 2 000 spesad ennañ eo an urzhiad bronneged ledanañ.

Un avank.

Dent kemmañ

Perzh heverkañ ar c'hrignerien eo o rakdent hir ha kromm a gresk a-hed o buhez hag a rankont krennañ dre grignat.

Chom a ra lemm-mat an dent-se dre m'eo disheñvel o lodenn a-raok, goloet gant amailh kalet, diouzh o lodenn a-dreñv, goloet gant olifant hag a zo un danvez teneroc'h hag alese uzet diehan.

Kerentiadoù kemmañ

 
Ur razh-kangourou.
 
Kapibaraed.
 
Ur chinchilla.
 
Un torad razhed.