Ar c'hroc'hen zo ur gwiskad a c'holo korf an darn vrasañ eus ar mellkeineged, an den en o zouez, koulz ha hini loened all. E rolloù pennañ eo gwareziñ ha derc'hel ur c'hementad dour dereat er c'horf.

Kroc'hen un den

Kroc'hen an dud kemmañ

Kroc'hen an den zo anezhañ un organ a zo graet gant meur a wiskad gwiadoù. Goleiñ ha gwareziñ a ra korf an den. Dre vras e c'holo 2 ha 5 kg eo pouez kroc'hen un den en e oad-gour. Etre 1.5 ha 5 mm eo e devder, hervez al lec'hioù goloet gantañ : tanav eo war ar malvennoù ha tev dindan an treid. Gant ar c'hroc'hen e vez ganet danvezioù evel ar blev pe an ivinoù.

Daou wiad a ya d'ober ar c'hroc'hen : an ezkroc'hen (pe : epiderm)[1] hag an donenn (pe : derm)[1].
War an diavaez e sko an ezkroc'hen, setu e c'houzañv ar c'henstok gant an endro. Ur gwarez kentañ eo evit ar gwiadoù dindanañ dre m'eo dalc'hus ha didreuzus. Ouzhpenn da se ez eo gwevn ha stirennek, kuit da vezañ ur skoilh ouzh fiñvoù ar c'horf. Gwellaet c'hoazh eo gwevnder ar c'hroc'hen gant ur film savet diwar meskaj ar soav (pe: sebom)[1], un danvez druz a zo borc'het gant gwagrennoù en ezkroc'h, hag ar c'hwez. Kaletaet eo gorre an ezkroc'hen gant proteinar c'heratin hag a zo niverus ennañ.
Tevoc'h eo an donenn eget an eezkroc'hen. Graet eo gant ur gwiad stirennek pourvezet-mat e wazhied hag e nervennoù. Pennoù an nervennoù a zastum ar c'hemennoù a zo dielfennet gant skiant ar stekiñ. A-drugarez d'ar gwiennoù kollagen hag elastin a zo ennañ e c'hell ar c'hroc'hen astenn-diastenn. En donenn ivez emañ kigennoù lufr ar c'hroc'hen, gwagrennoù ar soav hag ar c'hwez hag ar bolc'h blev.

Dindan ar c'hroc'hen (ezkroc'hen ha tonenn) emañ ar c'houdonenn, ur gwiad laosk a endalc'h ul lodenn vat eus druzoni ar c'horf. Ar gwiskad druz-se a ya d'ober ur gwarez diouzh ar stroñsoù hag ar c'holl gwrez.

Koshaat a ra ar c'hroc'hen, ar pezh a zo anataet gant ar roufennoù. Digreskiñ a ra ivez an niver a wiennoù elastin ha war zispennaat ec'h a ar c'hollagen en donenn. Diwar-se e koll ar c'hroc'hen un nebeud eus e stirennegezh.

9- Blevenn
10- Gwiskad karnek
11- Gwiskad liveget
12- Keratinokit
13- Melanokit
14- Kigenn sonner
15- Gwagrenn ar soav
16- Bolc'henn ar vlevenn
17- Ognonenn
18- Nervenn
19- Benvegad limfek ha gwazhied
20- Gwagrenn ar c'hwez
21- Korfigenn Pacini

 

1- Toullig c'hwez
2- Liamm tonenn-ezkroc'hen
3- Penn nervennel (stekiñ)
4- Ezkroc'hen
5- Tonenn
6- Goudonenn
7- Gwazhienn
8- Talmerenn

Kunujenn ha sakreadenn kemmañ

Implijet e vez ar ger kroc'hen evel kunujenn ha sakreadenn evel-mañ :

  • Kroc'hen ac'hanout ! , da lavarout eo gast ;
  • Daonet 'vo kroc'hen ma ene ! (pe kroc'hen ma eskern !, pe kroc'hen ma c'hazh !)

Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines, ISBN 978-2-35678-069-0

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger kroc'hen er
wikeriadur, ar geriadur frank.