Kronologiezh Henc'hres

Evel-se e ranner 10 kantved Istor Henc'hres :

Marevezh mikenean kemmañ

Eus 1600 betek 1100 kent J.K. emañ ar sevenadur mikenean en e bleuñv


Marevezh teñval kemmañ

Eus 1000 betek 800 kent J.K. emañ an amzerioù teñval
Kregiñ a ra ar prantad gant diwezh ar sevenadur mikenean hag an "aloubadegoù dorian", a-hervez, en XIvet kantved ha mont a ra betek krouidigezh ar c'hentañ keodedoù-stad c'hresian en IXvet kantved kent J.K. savidigezh barzhonegoù Homeros hag ar c'hentañ testennoù skrivet gant al lizherenneg c'hresian en VIIIvet kantved kent J.K..

War ar priajoù e weler tresoù mentoniel (linennoù, karrezioù, kelc'hioù)

Marevezh arkaek kemmañ

Eus 800 betek 500 kent J.K. emañ an amzer kozh
Delwennoù o mousc'hoarziñ ha gant un emzalc'h sonn a zo merk ar gizellerien gresian kozh.

VIIIvet kantved kemmañ

  • 757 Karg an Arc’honted a dremen eus ar vuhez-pad da zek vloaz en Aten. Izili eus an tiegezhioù pennañ a vez dilennet d’ar magistradur-se. C’harops eo an hini kentañ (deiziad jedet hervez Paosanias).
  • 754 Polidoros a zeu da vezañ roue war Sparta. Deroù eus roll an efored eus Sparta
  • 725 Brezel Lelantat etre Kalkis hag Eretria. Kevredet eo kalz keodedoù gresian gant an eil pe egile.
  • 719 Muntret eo Polidoros, Roue Sparta, gant Polimarc’hus.

VIIvet kantved kemmañ

  • 687 Dont a ra magistradur an Arc’honted da vezañ bloaziek en Aten. Forzh peseurt keodedad atenat a c’hall bezañ dilennet d’ar magistradur-se. Kreon eo ar c’hentañ arc’hont bloaziek dilennet.
  • 665 Diwezh eil brezel Messenia
  • 632 Kilon, brientin eus Aten, a glask bezañ roue ar geoded dre nerzh
  • 621 Drakon, lezenner atenat a sav ur c'hod lezennoù strizh-kenañ a gastiz hogoz pep torfed dre ar marv

VIvet kantved kemmañ

  • 515 Hippias a zeu da vezañ tirant nemetañ Aten goude marv e vreur

Marevezh klasel kemmañ

Gwellaet eo bet barregezhioù an arzourien koulz en delwennouriezh hag er savouriezh ken eo bet gwelet ar stil klasel henc'hresian evel ment ar c'hened gant ar remziadoù europat o heul betek hiziv.

Fin ar VIvet kantved kemmañ

  • 510 kent J.K. Pythagoras a sav e skol dezhañ e-unan.
  • 507 Kleistenes, adreizher gresian, a gemer ar galloud, diazezañ a ra an demokratiezh en Aten

V kantved kemmañ

  • 480 Leonidas, roue Sparta, ha 300 Spartad a varv en Emgann an Termopiloù evit reiñ amzer da arme ar C’hresianed kevredet d’en em brientiñ a-enep arme ar Bersed, renet gant an impalaer Kserses, a glask aloubiñ Bro-C'hres
  • 449 Herodotos, istorian gresian, a skriv istor ar brezelioù o deus enebet Persed ha Gresianed etre 490 ha 479
  • 441 Euripides, saver pezhioù-c’hoari gresian, a c’honez ar prizioù en Aten
  • 431 Hervez Empedokles, mezeg gresian, ez eus pevar imor er c’horf
  • 430 Hervez Leukippus, prederour gresian, kement darvoud naturel en deus un abeg naturel. Kregiñ a ra ar vosenn en Aten.
  • 429 Hervez Hippokrates, mezeg gresian, o deus ar c’hleñvedoù abegoù naturel
  • 426 Demostenes, jeneral atenat, ha Kleon, demagogour atenat, a ro startijenn en-dro da armeoù aten
  • 410 Goude un nebeud trec’hoù e laka Kleofon, un demagogour atenat, argas kinnigoù peoc’h graet gant Sparta

IV kantved kemmañ

  • 399 Sokrates, prederour gresian, zo kondaonet d’ar marv evit bezañ breinet ar yaouankiz

Marevezh hellenadek kemmañ

Eus 323 betek 146 emañ ar marevezh hellenadek
Ar marevezh hellenadek a vez graet eus ar mare a zeu goude marv Aleksandr Veur betek aloubadenn ar broioù gresian gant ar Romaned.
Er marevezh hellenadek e kreskas takad ar sevenadur henc'hresian betek Egipt ha Vaktria (Afghanistan ha Pakistan hiziv).