Kunsthaus Zürich

mirdi Suis

Kunsthaus Zürich a zo ur mirdi lec'hiet e Zürich e Suis. Unan eus mirdioù pouezusañ Suis hag Europa eo. Ennañ e kaver oberennoù eus ar Grennamzer betek an amzer vremañ, ha kalz oberennoù suis. Christoph Becker eo ar rener. Kunstverein Zürich (Zürcher Kunstgesellschaft) eo a ra war-dro.

Kunsthaus Zürich
Johann Heinrich Füssli:
Die drei Hexen (An teir sorserez)

Anv an arsav-tramway e-kichen ar mirdi eo ivez Kunsthaus. E Pfauenplatz emañ an arsav-se, etre ar mirdi ha Schauspielhaus Zürich.

Treset eo bet steuñv ar mirdi gant Karl Moser ha Robert Curjel, savet e voe e 1910 ha digoret e 1917. Ennañ e kaver livadurioù gant Edvard Munch hag Alberto Giacometti. Hag ivez re gant arzourien suis evel Johann Heinrich Füssli, Ferdinand Hodler, Pipilotti Rist ha Peter Fischli.

Livadurioù a c'haller gwelout er mirdi kemmañ


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Chomlec'h kemmañ

Kunsthaus Zürich Heimplatz 1 CH 8001 Zürich

Liamm diavaez kemmañ