Kurdistan (e kurdeg: Kurdistan/كوردستان) eo an anv a roer d’ar vro poblet gant Kurded, er Reter-Kreiz. En em astenn a ra Kurdistan war lodennoù bras pe vrasoc’h eus Turkia, Irak, Iran ha Siria, war ur gorread a ya deus 190 000 km2 hervez lod[1] ha betek 392 000 km2 hervez lod all[2].

Kurdistan
Banniel Kurdistan

Etre 30 milion ha 45 milion a dud zo o chom e Kurdistan. Gant ar Gurded e vez kaozeet kurdeg, ur yezh kar d'an iranek a zo meur a stumm dezhi (kurmancî, gorani...).

E Kurdistan Irak ez eus bremañ ur gouarmant emren diouzh galloud kreiz Irak, hervez bonreizh 2005. Er stadoù all avat ne anveer ket gwirioù broadel dibar ar Gurded ha kement-se zo en abeg d’ar bec’h a vez etrezo hag ar gouarnamantoù kreiz. E Turkia ez eus brezel zoken etre nerzhioù ar stad (polis, arme) hag an emsaverien gurd bodet er PKK.

Gwelit ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

  1. Encyclopaedia Britannica
  2. Encyclopaedia of Islam