Kuzul ar Brezhoneg zo ur c'hevredad embannerien vrezhonek, ha gallek (Travaux d'Investigation et de Recherche).

Kuzul ar Brezhoneg
aozadur
Deiziad krouiñ1958 Kemmañ
Dezverket dredereadegezh Kemmañ
Stal Kuzul ar Brezhoneg e Saloñs al levrioù e Karaez e 2008. Gwelout a reer Yann Bijer ha Herve Latimier oc'h ober kaoz.

War-dro 1000 levr brezhonek[1], 100 levr gallek[2],[3] ha 10 levr saoznek[4] zo kinniget ganto.

Izili kemmañ

Embannerien
Aozadurioù kelenn
Levraouegoù
Aozadurioù etrekeltiek
Prizioù
Skignerien

Istor kemmañ

Savet e voe e dibenn 1952[5] da vrudañ ar peurunvan, war-lerc'h ma oa bet savet ar c'hevredad Emgleo Breiz evit brudañ ar skolveurieg, nevez savet d'ar poent-se.

Hiziv kemmañ

Labourat a ra Kuzul ar Brezhoneg da vrudañ an embannadurioù, da rakembann ha skignañ levrioù; ur servij treiñ skridoù zo ivez abaoe 1982.[5]

Gant ar C'huzul e vez roet ar Priz Langleiz bep bloaz abaoe 1976.

Tamalloù kemmañ

  • Tamallet eo bet Kuzul ar Brezhoneg da vezañ re dost d'ar Stad C'hall :

« Heuliet hon eus gant evezh emdroadur an darempredoù etre Kuzul ar Brezhoneg ha S.A.D.E.D. abaoe ho Podadeg Veur eus ar 1ñ here 1967.

« S.A.D.E.D. zo ur strollad o plediñ gant an deskadurezh, diazezet er framm politikel a zo dezhañ da bal sevel ar Stad Vrezhon.

« Dre nac’h freuzañ al lizher ho poa savet evit an “dilennidi” c’hall, e tiskouezit ez oc’h mennet da c’houlenn digant ar Stad C’hall ur goudor na c’hell bezañ roet d’al labour sevenadurel nemet gant ar Stad Vrezhon pe gant an aozadur politikel o komz en hec’h anv.

« Dre an diouer-se a ziazez n’eur ket evit reiñ ur frammadur da gKuzul ar Brezhoneg ha da heul, n’eo ar gevredigezh-se evit ren obererezh ebet.

« An diouer-se a ziazez ouzhpenn-se zo noazus ouzh ar c’hevredigezhioù o deus fiziet o anv e Kuzul ar Brezhoneg, ken e-keñver efedusted o labour, ken e-keñver o brud vat, ken e-keñver o surentez.

« Dre-se e roomp urzh da S.A.D.E.D. d’en em dennañ eus Kuzul ar Brezhoneg. »

« Kuzul ar Brezhoneg » hag an Emsav, Emsav niv. 12, Kerzu 1967


  • Tamallet eo bet ivez Kuzul ar Brezhoneg, en un doare souezhus, da labourat muioc'h e brezhoneg eget e galleg[6]

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. (fr) KaB / Breton
  2. (fr) KaB / Français
  3. Lod eus al levrioù gallek n'int ket renablet e-touez al levrioù gallek, evel Le trésor d’Erdeven, Le tournant de la mort pe c'hoazh Le naufragé.
  4. (fr) KaB / Anglais
  5. 5,0 ha5,1 (br) KaB / Kinnig
  6. Fañch Broudig, La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours, Presses Universitaires de Rennes, 1995, p. 327 (ISBN 978-2-86847-128-4) ; adkemeret eo bet an tamall-se gant Françoise Morvan e Le Monde comme si – Nationalisme et dérive identitaire en Bretagne, Actes Sud, 2005 (ISBN 978-2-7427-5552-3), pennad V, p. 108.