Ganet eo Kylian Mbappé d'an 20 a viz Kerzu 1998 e Pariz. Ur c'hoarier mell-droad etrevroadel ha gall a-vicher eo. C'hoari a ra evel tager e skipailh ar Pariz Sant-German.

Kylian Mbappe Meurzh 2018

Er bloavezh 2016-2017, e c'hounez gant skipailh an AS Monako ar c'hampionad Frañs Kevre 1. C'hoari a ra ivez Kib ar Gampioned gante. Dont a ra neuze da vezañ unan eus ar c'hoarierien gant ar muiañ a varregezh da ziorren e bed ar vell-droad.

E miz Meurzh 2017, pa oa 18 vloaz gantañ, e c'hoarias e vatch gentañ gant skipailh bro-C'hall.

An 31 a viz Eost 2017, devezh diwezhañ ar merkato, ez eo prestet gant an AS Monako d'ar Pariz Sant-German. Lakaat a ra ar memes nozvezh e bal gentañ e skipailh bro-C’hall

Kylian Mbappé, o reiñ ar gasadenn evit ma lakfe Thomas Lemar ar pal, d'ar 6 a viz Mae 2017 e Lig1 a-enep da skipailh Nancy e stad Marcel-Picot.

Renket eo 7vet evit ar vell Aour hag anvet neuze evel unan eus ar c’hoarier gwellañ eus ar bed, gantañ 19 vloaz nemetken.

Buhezskrid kemmañ

Yaouankiz ha stummadur kemmañ

Ganet d'an 20 a viz Kerzu 1998 e 19 vet ranngêr Pariz, emañ o tont Kylian Mbappé Lottin eus ur familh sportourien. E dad, Wilfrid Mbappé Lottin, o tont eus bro-Kameroun, a oa ur c'hoarier mell-droad gant ul live rannvroel. Deuet eo da vezañ goude-se gourdoner evit ar re dindan 15 vloaz e skipailh an AS Bondy. E vamm Fayza Lamari, aljerianez, a oa c'hoarierez mell-dorn D1 e klub an AS Bondy ivez, betek 2001. E vreur bras, Jirès Kembo, a zo ur c'hoarier mell-droad a-vicher abaoe 2006 goude bezañ heuliet ur stummadur e skipailh Roazhon, hag e vreur bihan a zo en soñj tapout ar memes hent evit e vreudeur.

Krog e oa Kylian Mbappé gant ar vell-droad e skipailh an AS Bondy, e lec'h ma tremenas c'hoarierien a-vicher all evel Sébastien Corchia, Steven Joseph-Monrose ha Jonathan Ikoné.

En 2011, ez eo dibabet evit ar remziad 1998 en INF Clairefontaine. Skoliatet eo neuze e skolaj Catherine-de-Vivonne e Rambouillet. E-pad e stummadur e Clairefontaine, en 2013, ez eo gwelet gant un nebeud kluboù gall (evel ar Stad Malherbe de Caen) hag en estrenvro (ar Real Madrid, Chelsea, hag all). Mont a ra a-benn ar fin e kreizenn stummañ an AS Monako, pa distro ar skipailh gentañ e Lig1. Kenderc'hel a ra Mbappé e hentad : e miz Gwengolo 2014, ez eo choazet div wech evit c'hoari e skipailh bro-C'hall ar re dindan 17 vloaz. Kregiñ a ra ar c'houlzad 2015-2016 en ur lakaat tri doubl eus renk gant skipailh dindan 19 bloaz an AS Monako. C'hoari a ra un nebeud war-lerc’h er skipailh miret a-gostez, e CFA, lakaet gantañ e balioù gentañ e miz Du 2015. E miz Gwengolo 2016, e teu a-benn da gaout ur vachelouriezh STMG (skiantoù ha teknologiezhioù ar management hag ar mererezh).

Kabiten skipailh Bro-C’hall kemmañ

E miz Meurzh 2023 e teu Mbappé da gabiten skipailh mell-droad Bro-C’hall[1] war lerc’h Hugo Lloris, aet war e leve goude kib ar bed 2022.

Doare c'hoari kemmañ

Un tager prim-tre eo, gantañ teknikoù evit dribllañ, evit sprintañ da skouer. Un tager eo hag a sikour kalz evit difenn hag adtapout ar vell eo ivez. Alies-mat ez eo keñveriet gant Thierry Henry.

Daveoù kemmañ