Léon Ferdinand Marie Delagrange, bet ganet en Orléans d'an 13 a viz Meurzh 1872 hag aet da Anaon e Marcheprime (Gironde) d'ar 4 a viz Genver 1910, a voe un diaraoger en nijerezh hag ur c'hizeller gall.

Léon Delagrange

Etre 1908ha 1910
Ganedigezh 13 Meurzh 1872
Orléans
Marv 4 Genver 1910
Marcheprime (Gironde)
Broadelezh  Gall

Micher Nijer
Kizeller
Karr-nij E. Archdeacon (1904)

Respet kemmañ

Mab e oa da Henri Ferdinand Delagrange hag e wreg Aimée Lucie Gaucheron, farderien pallennoù en Orléans. Goude e studioù e kloerdi bihan La Chapelle-Saint-Mesmin nepell diouzh e c'hêr c'henidik ez eas da zeskard war ar mekanikerezh adalek 1891 betek 1893. E miz Here ar bloaz diwezhañ-se ez eas d'ober e amzer soudard en Orléans betek miz Gwengolo 1894.

Goude e goñje ez eas du studiañ ar c'hizellerezh e Skol an Arzoù-kaer e Pariz gant Louis-Ernest Barrias (18411905) ha Charles Vital-Cornu (18511927). Diskouezet e voe e oberennoù er Salon des artistes français kent dezhañ emezelañ en ensavadur e 1900. Dre e zarempredoù gant arzourien all e reas anaoudegezh gant diaraogerien an nijerezh.

E miz Mezheven 1905 ez arvestas ouzh taolioù-arnod karr-nij an alvokad gall Ernest Archdeacon (18631950) bet savet ha leviet gant Gabriel Voisin (18511927) war ar stêr Seine. E dibenn ar bloaz 1906 e kejas ouzh ar vreudeur Voisin hag e krogas da ijinañ un nijerez anvet Delagrange n°1 a voe savet el labouradeg Voisin.
D'an 28 a viz C'hwevrer 1907 e voe nijadenn gentañ an ardivink 10 m e hirder ha 10,560 m e hed-eskell, kaset gant ur c'heflusker 50 marc'h-nerzh ha leviet gant Gabriel Voisin ; ur c'hwitadenn e voe an taol-arnod avat. Kazeg a reas c'hoazh d'ar 7 a viz Meurzh, met d'an 30 a viz Meurzh e nijas a-hed 60 m e-pad 6 eilenn – an eil rekord goude hini Alberto Santos-Dumont (1873-1932), en devoa nijet a-hed 220 m e-pad 21 eilenn d'an 12 a viz Du 1906. D'ar 6 a viz Mae 1907 e tibradas L. Delagrange en ardivink hag e nijas a-hed 80 m, ur 4 m bennak a-us an douar.
Aliet gant E. Archdeacon e lakaas Léon Delagrange div flodenn ouzh ar c'harr-nij, a voe adanvet Delagrange-Archdeacon met ned eas ket pelloc'h ar c'henlabour etre an daou zen. D'an 2 a viz Du 1907 e nijas a-hed un 50 m bennak, hogen terriñ a reas an ardivink d'ar 5 a viz Du ; dinamm e voe L. Delagrange, met foeltret e voe an nijerez ; ar c'heflusker hepken a voe dastumet. Diouzhtu goude e voe savet an Delagrange n°2, a nijas a-hed ur 100 m bennak e miz Genver 1908 en Issy-les-Moulineaux (Hauts-de-Seine hiziv). Eno e kejas ouzh al levier Henri Farman (18741958), en devoa tapet rekord an tizh hag an hed digant A. Santos Dumont d'ar 26 a viz Here 1907 gant 52,7 km/h a-hed 770 m[1].

Rekordoù kemmañ

A-c'houde e gejadenn ouzh H. Farman e yeas meur a rekord gant Léon Delagrange.

♦ 1908
  • 17 a viz Meurzh : priz an 200 m digant an Aéro-Club de France, ma nijas a-hed 269 m.
D'an 21 e nijas a-hed 1 500 m, met gant H. Farman ez eas ar priz gant 2 004,80 m e 3 munutenn ha 31 eilenn[2].
1909
D'an 21 a viz Gouere e voe anvet da Varc'heg al Légion d'honneur[4].

Diwezh kemmañ

 
Dibradenn diwezhañ Delagrange

D'ar 4 a viz Genver1910 e torras unan eus eskell ar Blériot, a gouezhas eus 20 m en oabl war nijva Bourdel ; flastret e voe al levier dindan ar peñse.
Dielfennet e voe ar gwallzarvoud a-c'houde unan heñvel a c'hoarvezas gant al levier gall-ha-perouat yaouank Jorge Chávez Dartnell (18871910) e miz Gwengolo : evit ur c'heflusker 25 marc'h-nerzh e oa bet jedet framm ar Blériot XI, neket evit unan div wech galloudusoc'h, ha ker kreñv e oa an nerzh-sachañ war funioù-skor an eskell ma torrent.

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) DELAGRANGE, Olivier & Yolande : Léon Delagrange – Le "Dandy volant", Éditions Larivière, 2003 (ISBN 978-2-914205-75-7)
  • (fr) MARCK, Bernard : Dictionnaire universel de l'aviation, Éditions Tallandier, 2005 (ISBN 978-2-84734-060-0)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. (fr) Early aviators. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Air Journal. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) Aviatechno. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) Archives Nationales. Kavet : 24 Mezheven 2019.