Renaissance (strollad politikel)

strollad politikel gall

Renaissance (berraet en RE) zo ur strollad politikel gall sokial-frankizour krouet d'ar 6 a viz Ebrel 2016 gant Emmanuel Macron gant an anv En marche (EM), ha diwezhatoc’h La République en marche ! (berraet en LREM pe REM, LRM, ent-ofisiel LaREM). Lakaet e vez e kreiz e-keñver mennozhioù politikel.

Logo Renaissance

Dilennet e oa bet Emmanuel Macron da brezidant Republik Bro-C'hall e 2017, ha roet en doa e zilez diouzh penn ar strollad en devoa krouet. Ar strollad La République En Marche ! a zo bet trec'h e-pad an dilennadegoù kannaded e 2017. Christophe Castaner a ao bet dilennet neuze evit kemer penn ar strollad.

Krouidigezh kemmañ

Anv al lec'hienn internet « en-marche.fr » a oa bet enrollet d'ar 7 a viz Genver 2016. Ur gevredigezh anvet L'Association pour le renouvellement de la vie politique (ARVP) a voe disklêriet d'an 20 a viz C'hwevrer 2016 er Val-de-Marne.

Lezenn Molac kemmañ

D'an 22 a viz Ebrel 2021 a sav amoug 61 c'hannad eus LREM a-enep al lezenn Molac, votet er Vodadenn Vroadel c'hall d'an 8 a viz Ebrel.

Renaissance kemmañ

E miz Gwengolo 2022 eo bet adanvet LREM da Renaissance[1].

Daveoù kemmañ