Lalla Fatma N'Soumer

Lalla Fatma N'Soumer (1830 - 1863), zo un harozez kabil a stourmas a-enep ar C'hallaoued en XIXvet kantved. Kemer a reas penn emsavadeg an Igawawen (anv istorel Kabiled an Djurdjura) pa glaskas Bro-C'hall aloubiñ Kabilia er bloavezhioù 1850.

Lalla Fatma N'Soumer
Poltredoù du Cherif Boubaghla

Hec'h anv kemmañ

  • « Lalla » zo un titl roet d'ur vaouez a renk uhel, pe d'ur santez, dre zoujañs, hag a glot gant « Sidi ».
  • « Fadhma» eo distagadur berberek an anv arabek Fatima.
  • « N'Soumer » a zo « eus Soumer », kêriadenn ma en devoa he zad ur Zaouia.

He gwir anv kabilek eo Fadhma Sid Ahmed

An istorour gall Louis Massignon a rae « Janed Ark an Djurdjura » anezhi.

He buhez kemmañ

Ganet e oa en 1830 e Kabilia Uhel, e biz Aljeria, en ur gêriadenn anvet Werja, tost da Aseqif n Tmana. Merc'h e oa d'ar cheikh Ali ben Aissi ha da Lalla Khlidja. He zad a oa e penn ur skol goranek liammet ouzh zaouïa Rahmania ar Sidi Mohamed ibn Abderahmane Abu Qabrein.

He stourm kemmañ

En 1849 e krogas Fatma N’Soumer da stourm da-heul Si Mohammed El-Hachemi, ur marabouten devoa kemeret perzh en emsavadeg Cheikh Boumaza en Dahra en 1847[1]. En 1850 e roas harp da emsavadeg Cherif Boubaghla deuet eus ar Babors.

Gant bodadeg Soumeur, Tajmaât, aotrouniezh politikel ar gêriadenn, e voe dileuriet Lalla Fatma hag he breur Sidi Tahar, marabouted, da ren an  Imseblen (soudarded ar marv) deuet eus kêriadennoù tolead an Djurdjura evel Aït Itsouregh, Illilten, Aït Iraten, Illoulen u Malou. ha Lalla Fatma n'Soumer e penn an arme dispac'hel (Philippoteaux, 1866).]]

Notennoù kemmañ

  1. (fr) Malha Benbrahim: Documents sur Fadhma N’Soumeur (1830-1861), e Clio