Langeais

kumun Bro-C'hall
Langeais
Kastell Langeais ha straed Gambetta.
Kastell Langeais ha straed Gambetta.
Ardamezioù
Bro Touren
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Centre-Val de Loire
Departamant Indre-et-Loire
Arondisamant Chinon
Kanton Langeais (pennlec'h)
Kod kumun 37123
Kod post 37130
Maer
Amzer gefridi
Pierre-Alain Roiron
2017-2020
Etrekumuniezh Communauté de communes Touraine Ouest Val de Loire
Lec'hienn web http://www.langeais.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 4 349 ann. (2020)[1]
Stankter 67 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47°19′36″N 0°24′25″E
Uhelderioù bihanañ 36 m — brasañ 109 m
Gorread 64,55 km²

Langeais zo ur gumun hag ur gêrig a Vro-C'hall, e Bro-Touren, en departamant Indre-et-Loire, er rannvro Centre, war lez hanternoz ar stêr Liger.

Kresket eo bet d'ar 1 a viz Genver 2017 goude bezañ bodet gant Les Essards[2].

Douaroniezh kemmañ

Emañ Langeais war lez hanternoz al Liger. Treuzet eo gant div adstêr d'al Liger: ar Roumer hag ar Breuil.

Istor kemmañ

Ur c'hastell a voe savet en Xvet kantved, en amzer Foulk Nerra, kont Anjev. Un iliz a voe savet en XIvet kantved. Er c'hastell a weler hiriv, savet war-dro kreiz ar xvvet kantved, gant Jean Bourr, ministr da Loeiz XI, e voe eureujet Charlez VIII d'an dugez Anna Vreizh e 1491. N'eo ket er c'hastell-se-se e varvas ar roue met en hini Amboise e 1498.

Da welout eno kemmañ

Eno e weler

  • un iliz eus an XIvet, XIIvet, ha XVvet kantved,
  • ar c'hastell, savet war-dro kreiz ar XVvet kantved, gant Jean Bourr, ministr da Loeiz XI, ar roue a voe eureujet e vab d'an dugez Anna Vreizh e 1491. Er park e-kichen ar c'hastell ez eus rivinoù eus an Xvet kantved, en amzer Foulk Nerra, kont Anjev.
  • ur pont war al Liger eus 1849

Kavout a reer ur straed Anna Breizh hag ul leti Anna Breizh e kreiz-kêr.

Poblañsouriezh kemmañ

E 2020

e oa 4 349 a dud o chom er gumun.

 

Lennegezh kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr) Arrêté préfectoral du 30 septembre 2016 portant création de la commune nouvelle de Langeais.