Ul lavar merkañ zo ul lavar deskrivañ un destenn ha, gant merkennoù, an doare e tle bezañ diskwelet. En o zouesk e kaver HTML, al lavar a vez graet pajennoù web gantañ; Wikitext, lavar MediaWiki; LaTeX; implijet alies gant skiantourien, ha Markdown, lavar kalz meziantoù kenlabourat.